Eklesiastes 9:18
Gwell eo ar furnez égéd armou brézel; ha néb a béc’hô enn eunn dra, a gollô kalz a vadou. ———— X. PENNAD. Pénaoz éc’h anavézeur eunn drouk-prézéger.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Wisdom is better than weapons of war: but one sinner destroyeth much good.
In Context
17Geriou ar ré fûr a gleveur pa né véz trouz, ken̄toc’h égét garm ar prin̄s é-touez ar ré foll.
Cross References
Joshua 7:5A oé kannet gan̄d ar ré eûz a géar Hai; ha c’houec’h dén ha trégon̄t anézhô a oé lazet. Ann enebourien a iéaz war hô lerc’h adaleg hô dôr bété Sabarim, hag a lazaz ar ré a dec’hé étrézé ann draon̄ien. Ha kaloun ar bobl a oé spoun̄tet, hag é teûzaz é-c’hîz dour.
1 Samuel 14:30Ha Saül a lavaraz: Péc’het em eûz: hôgen bréma énor ac’hanoun dirâk va fobl ha dirâg Israel, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou, da Zoué.
2 Samuel 20:1C’hoarvézoud a réaz ivé pénaoz en em gavaz énô eunn dén eûz a Vélial, hanvet Séba, mâb Bokri, eûz Jémini; hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz: N’hon eûz két a lôd gan̄d David, ha n’hon eûz két a zigéz gan̄t mâb Isai. Distrôit d’hô teltou, Israel.
Ecclesiastes 7:19Mâd eo d’id skoazia ann dén reiz; hôgen na denn két da zourn diouc’h ar ré all; râk néb a zouj Doué na zilez hini é-béd.
Ecclesiastes 10:1Ar c’helien a varv enn tréat, a wall ar vlâz anézhan̄. Eunn diboell skan̄v ha berr-baduz, a zô tréac’h d’ar furnez ha d’ar c’hloar.