bible.software › Levr Ester › Levr Ester 1 › Levr Ester 1:6
Levr Ester 1:6
Steñet é oa a bép tû gwéliou lîn moan a liou pers hag a liou glâz, staget gan̄d éréou seiz a liou tané, péré a oa tréménet é lagadennou olifan̄t, ha staget out peûliou marpr. Gwéléou aour hag arc’han̄t a oa lékéat é reiz war eul leûr strin̄k ha marpr, péhini a oa pen̄tet é meûr a zoaré kaer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Where were white, green, and blue, hangings, fastened with cords of fine linen and purple to silver rings and pillars of marble: the beds were of gold and silver, upon a pavement of red, and blue, and white, and black, marble.
In Context
5Ha pa oé peûr-c’hréat ar banvez-zé, ar roué a bédaz ann holl bobl en em gavaz é Suza, adaleg ar brasa bétég ar bihana: hag hén̄ a c’hourc’hémennaz aoza eur banvez a-héd seiz dervez é porz ar c’harz, hag eur c’hoat a oa bét savet gan̄d ar rouéed gan̄d eur meûrded a roué.
7Ar ré a oa bét pédet énô a évé é listri aour, hag ar boéd a oa douget war bladou dishén̄vel ann eil diouc’h égilé. Rei a réad ivé gwin ar gwella, ha gan̄t paodder, ével ma tellézé da veûrded eur roué.
Read all of Levr Ester 1
Cross References
Esther 8:15Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.
Amos 2:8Ha war ann diḻad a zô bét rôet d’ézho é gwéstl in̄t bét gourvézet out péb aoter: ha gwîn ar ré varnet hô deûz évet é tî hô Doué.
This Verse In Other Editions
Study Levr Ester 1:6