Levr Ester 8:15
Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 1:6Steñet é oa a bép tû gwéliou lîn moan a liou pers hag a liou glâz, staget gan̄d éréou seiz a liou tané, péré a oa tréménet é lagadennou olifan̄t, ha staget out peûliou marpr. Gwéléou aour hag arc’han̄t a oa lékéat é reiz war eul leûr strin̄k ha marpr, péhini a oa pen̄tet é meûr a zoaré kaer.
Esther 5:1Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.
Esther 6:11Aman a géméraz éta ar zaé hag ar marc’h, ha goudé béza gwisket ar zaé da Vardoché él leûr-géar, ha goudé béza hé lékéat da biña war ar marc’h, éz éa enn hé raok, hag é c’harmé ével-henn: Enn doaré-man̄ é tlé béza énoret piou-bennâg a fell d’ar roué da énori.
Proverbs 11:10Eûr-vâd ar ré reiz a lakai kéar da drida; ha pa vézô kollet ar ré fallagr, é vézô meûleûdi.
Proverbs 29:2Pa baottô ar ré reiz, ar bobl en em laouénai; pa gémérô ar ré fallagr ar galloud, ar bobl a geinô.