Levr Ester 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 597-612) ◄ Levr Judit Levr Ester Levr Job ► LEVR ESTER. ———— I. PENNAD. Banvez kaer Assuérus. Kâs a ra kuît hé c’hrég Vasti. 1 É deisiou Assuérus, péhini en deûz rénet adaleg ann In̄dez bétég ann Étiopia war gan̄t provin̄s seiz war-n-ugen̄t,
2Pa azézaz war drôn hé rouan̄télez, Suza a oé ar penn-kéar eûz hé rouan̄télez.
3Enn trédé bloaz eûz hé rén, é réaz eur banvez brâz d’hé holl brin̄sed ha d’hé oviserien, d’ar ré galounéka eûs ar Bersied, ha d’ar ré gen̄ta eûz ar Védied, ha da rénerien ar brovin̄sou a oa dira-z-han̄;
4Évid diskouéza madou ha skéd hé rouan̄télez, ha meûrded hé c’halloud, é-pâd pell amzer, da lavaroud eo, a-héd naô-ugen̄t dervez.
5Ha pa oé peûr-c’hréat ar banvez-zé, ar roué a bédaz ann holl bobl en em gavaz é Suza, adaleg ar brasa bétég ar bihana: hag hén̄ a c’hourc’hémennaz aoza eur banvez a-héd seiz dervez é porz ar c’harz, hag eur c’hoat a oa bét savet gan̄d ar rouéed gan̄d eur meûrded a roué.
6Steñet é oa a bép tû gwéliou lîn moan a liou pers hag a liou glâz, staget gan̄d éréou seiz a liou tané, péré a oa tréménet é lagadennou olifan̄t, ha staget out peûliou marpr. Gwéléou aour hag arc’han̄t a oa lékéat é reiz war eul leûr strin̄k ha marpr, péhini a oa pen̄tet é meûr a zoaré kaer.
7Ar ré a oa bét pédet énô a évé é listri aour, hag ar boéd a oa douget war bladou dishén̄vel ann eil diouc’h égilé. Rei a réad ivé gwin ar gwella, ha gan̄t paodder, ével ma tellézé da veûrded eur roué.
8Dén na rédié da éva ar ré na fellé két d’ézhô éva; hôgen gourc’hémennet en dôa ar roué ma vijé unan eûz hé brin̄sed out pép taol, évit ma kémercbé pép-hini ar péz a garché.
9Ar rouanez Vasti a réaz ivé eur banvez d’ar merc’hed er palez é péhini é choumé peûr-vuia ar roué Assuérus.
10Er seizved deiz, pa oa laouen ar roué, ha pa oa tomm d’hé benn gan̄d al lôd gwîn en dôa évet, é c’hourc’hémennaz da Vauman, da Vazata, ha da Harbona, ha da Vagata, ha da Abgata, ha da Zétar, ha da C’harc’has, hô zeiz spazéien d’ar roué, hag a oa bépréd dira-z-han̄;
11Ma tigazchen̄t dirâg ar roué ar rouanez Vasti, hag hî ar gurunen war hé fenn, évit ma tiskouezché hé c’haerded d’hé holl boblou ha d’hé brin̄sed; râg hî a oa kaer meûrbéd.
12Hôgen hî a zinac’haz mon̄t, hag a zisprizaz don̄t hervez ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien. Assuérus éta a vuanékaaz, hag eunn drouk brâz ô véza savet enn-han̄;
13É c’houlennaz kuzul digan̄d ar ré fûr, péré diouc’h kîz ar rouéed, a oa bépréd tôst d’ézhan̄, ha diouc’h lavar péré é réa pép-trâ, dre ma anavézen̄t al lézennou, ha barnou ar ré gôz,
14(Hôgen ar ré gen̄ta hag ar ré dôsta anézhô a oa Karséna, ha Sétar, hag Admata, ha Tarsis, ha Marez, ha Marsana, ha Mamuc’han, seiz dug ar Bersied hag ar Védied, péré a wélé dremm ar roué, ha péré a azézé ar ré gen̄ta war hé lerc’h.)
15Da bé boan é varnché ar rouanez Vasti, péhini na oa két fellet d’ézhi sen̄ti oud ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien.
16Ha Mamuc’han a lavaraz dirâg ar roué, ha dirâg hé brin̄sed: Ar rouanez Vasti n’é deûz két gwallet ar roué hép-kén, hôgen ivé ann holl boblou, hag ar brin̄sed a zô é holl brovin̄sou ar roué Assuérus.
17Râg ar péz é deûz gréat ar rouanez ô véza gwézet gan̄d ann holl c’hragez, hî a zisprizô hô ézec’h, ô lavarout: Ar roué Assuérus en deûz gourc’hémennet d’ar rouanez Vasti mon̄d d’hé gavout, ha né két fellet d’ézhi mon̄t.
18Ha diouc’h ar skouér-zé, gragez holl brin̄sed ar Bersied hag ar Védied a zisprizô gourc’hémennou hô ézec’h; ével-sé droug ar roué a zô reiz.
19Ma her kavez-mâd, ra vézô gréat eur c’hémenn dré da urs, ha ra vézô skrivet hervez lézen ar Bersied hag ar Védied, péhini na helleur két da derri, pénaoz ar rouanez Vasti, n’az ai mui da gavoud ar roué, hôgen ma kémérô eunn all hé c’hurunen, hag hî gwelloc’h égét-hi;
20Ha ra vézô embannet ar c’hémenn-zé é holl brovin̄sou da rouan̄télez (a zô brâz-meûrbéd), évit ma teûi ann holl c’hragez, kenn eûz ar ré vrâz, kenn eûz ar ré vihan, da énori hô ézoc’h.
21Kuzul Mamuc’han a oé kavet-mâd gan̄d ar roué ha gan̄d hé brin̄sed; hag ar roué a réaz diouc’h m’en dôa lavaret:
22Hag hen̄ a gasaz lizeri é holl brovin̄sou hé rouan̄télez, hag hî skrivet é meûr a iéz, ma helché péb brôad hô c’hlévout hag hô lenna, évit m’hô défé ann ézec’h ar véli enn hô ziez; ha ma vijé embannet kémen̄t-sé é-touez hé holl boblou. ———— II. PENNAD. Ester a zô lékéat da rouanez.