Levr Ester 8:1
Enn deiz-zé ar roué Assuérus a rôaz d’ar rouanez Ester tî Aman, énébour ar Iuzevien, ha Mardoché a iéaz dirâg ar roué. Râg Ester é dôa an̄savet d’ar roué pénaoz é oa hé-man̄ éon̄tr d’ézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:7Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester: kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
Esther 7:6Hag Ester a lavaraz: Hon énébour hag hon énébour touet eo Aman ar fallagr. Pa glévaz Aman kémen̄t-sé, é oé saouzanet râk-tâl, ha na hellaz két gouzan̄vi sellou ar roué hag ar rouanez,
Job 27:17Hô dastumi a rai évit-gwîr, hôgen ann dén reiz hô gwiskô; hag ann dén dinam a rannô hé arc’han̄t.
Psalms 49:6Ar ré a laka hô fisian̄s enn hô ners, a fougé gan̄d hô madou brâz.
Proverbs 28:8Néb a zastum madou ô rei hé arc’han̄t war gampi, hô dastum évid ennn dén hag a vezô trugarek é kén̄ver ar béorien.
Luke 12:20Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄: Dén diboell, enn nôz-man̄ é vézô goulenned da éné digan-éz; da biou é vézô ar péz éc’h eûz dastumet?