Levr Ester 4:3
Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 597-612) ◄ Levr Judit Levr Ester Levr Job ► LEVR ESTER. ———— I. PENNAD. Banvez kaer Assuérus. Kâs a ra kuît hé c’hrég Vasti. 1 É deisiou Assuérus, péhini en deûz rénet adaleg ann In̄dez bétég ann Étiopia war gan̄t provin̄s seiz war-n-ugen̄t,
Esther 4:16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
Job 2:8Hag hé-man̄ azézet war eur bern teil, a denn gan̄d eunn darbôd al lin-brein eûz hé c’houli.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Isaiah 58:5Neûzé é wéli, hag é vézô brâz da lévénez; da galoun a vézô souézet hag a dridô, pa drôi étrézég enn-od madou brâz ar môr, pa zeûi pinvidigézou ar brôadou d’az kavout.