Levr Ester 6:3
Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é lavaras: Pé énor, ha pé c’hôbr a zô bét rôet da Vardoché évid al léalded-sé? Hag hé zervicherien hag hé vinistred a lavaraz d’ézhan̄: N’en deûz bét gôbr é-béd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 17:25Hôgen Saül a lavaraz: Evel-henn é léverrot da Zavid: Ar roué n’en deûz két a ézomm a argoulou; na c’houlenn kén némét kan̄t pôd-mézen a Filistined, évit ma vézô ven̄jet ar roué eûz hé énébourien. Hôgen Saül a venné lakaad David étré daouarn ar Filistined.
Daniel 5:7Hag ar roué a réaz eur garm brâz, hag a zigémennaz ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien. Hag ar roué a gomzaz, hag a lavaraz da ré fûr Babilon: Piou-bennâg a lennô ar skrîd-zé, hag a ziskleriô d’in ann displég anézhan̄, a vézô gwiskét gan̄t limestra, en dévézô eur gelc’hen aour oud hé c’houzoug, hag a vézô ann trédé eûz va rouan̄télez.
Daniel 5:29Neûzé é c’hourc’hémennaz ar roué ma vijé gwisket Daniel gan̄t limestra, ha ma vijé lékéat eur chaden aour oud hé c’houzoug; hag é oé embannet pénaoz é vijé-hén̄ ann trédé é galloud er rouan̄télez.