Levr Ester 6:4
Hag ar roué a lavaraz: Piou a zô er zâl a-ziabarz? Aman eo a oa éat er zâl a ziabarz eûz a dî ar roué, évid hé bédi da c’hourc’hémenni ma vijé staget Mardoché oud ar groug en dôa aozet évit-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag hé baotred a lavaraz d’éz-han̄: Aman eo a zô er zâl. Hag ar roué a lavaraz: Ra zeûi ébarz.
Cross References
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Esther 5:1Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.
Esther 7:9Hag Harbona, unan eûz ar spazéien péré a oa é servich ar roué, a lavaraz d’ézhan̄: Chétu éz eûz é-ti Aman eur groug eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, a zô bét savet gan̄t-han̄ évit Mardoché, péhini en dôa komzet évid ar roué. Hag ar roué a lavaraz: Stagit-hén̄ out-hi.
Psalms 2:4Ann hini a choum enn én̄vou a c’hoarzô diwar ho fenn; hag ann Aotrou a rai goab anézhô.
Proverbs 3:27Na vîr két na rai vâd néb a hell hé ôber; mar gellez hé ôber, grâ vâd ivé.