bible.software › Levr Ester › Levr Ester 8 › Levr Ester 8:10
Levr Ester 8:10
Hag al lizéri-zé péré a oa skrivet é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou, a oé kaset gan̄t réderien war varc’h, péré ô von̄t buana ma hellent, a dlié diaraogi al lizéri kôz gan̄d al lizéri névez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And he wrote in the king Ahasuerus’ name, and sealed it with the king’s ring, and sent letters by posts on horseback, and riders on mules, camels, and young dromedaries:
In Context
9Kémennet é oé éta râk-tâl skribed ha skrivañerien ar roué (râg édod enn trédé mîz hanvet Siban), hag ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé é oé skrivet al lizéri, ével ma fellaz da Vardoché, d’ar Iuzevien, d’ar brin̄sed, d’ar rénerien ha d’ar varnerien a oa da benn war ar seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar rouan̄télez, adaleg ann India bétég ann Etiopia; hag hî a oé skrivet é meûr a iéz, évit ma helfen̄t béza lennet ha béza klévet gan̄t tûd ar brovin̄sou hag ar brôadou, hag ivé gan̄d ar Iuzévien.
11Ar roué a c’hourc’hémennaz ivé d’ar ré-man̄ m’az ajen̄t da gavout ar Iuzevien é pép kéar, m’hô lakajen̄t d’en em strolla kévret, ha d’en em aoza évit difenni hô buez, évit laza ha dispenna hô holl énébourien, gan̄d hô bugalé, hag hô gragez, hag hô holl ziez, hag évit preiza hô holl zibourc’hou.
Read all of Levr Ester 8
Cross References
Esther 3:13Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien, adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
Ecclesiastes 8:4Hag hé c’hér a zô leûn a c’halloud; ha dén na hell lavaroud d’ézhan̄: Pérâg é réz-té ével-sé?
This Verse In Other Editions
Study Levr Ester 8:10