Levr Ester 8:11
Ar roué a c’hourc’hémennaz ivé d’ar ré-man̄ m’az ajen̄t da gavout ar Iuzevien é pép kéar, m’hô lakajen̄t d’en em strolla kévret, ha d’en em aoza évit difenni hô buez, évit laza ha dispenna hô holl énébourien, gan̄d hô bugalé, hag hô gragez, hag hô holl ziez, hag évit preiza hô holl zibourc’hou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:13Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien, adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
Esther 9:5Ar Iuzevien a skôaz éta stard war hô énébourien, hag a lazaz anézhô, ô tisteûrel war-n-ézhô ann droug hô dôa aozet évit-hô;
Esther 9:15Ar Iuzevien ô veza c’hoaz en em strollet er pévarzekved deiz eûz a viz Adar, a lazaz é Suza tri c’han̄t den; hôgen na gemerchon̄t preiz é béd war-n-ézhô.
Psalms 37:14Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek; évit laza ar ré éeun a galoun.
Isaiah 10:6Étrézég eur gwall vrôad é kasinn anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.