Levr Ester 8:9
Kémennet é oé éta râk-tâl skribed ha skrivañerien ar roué (râg édod enn trédé mîz hanvet Siban), hag ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé é oé skrivet al lizéri, ével ma fellaz da Vardoché, d’ar Iuzevien, d’ar brin̄sed, d’ar rénerien ha d’ar varnerien a oa da benn war ar seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar rouan̄télez, adaleg ann India bétég ann Etiopia; hag hî a oé skrivet é meûr a iéz, évit ma helfen̄t béza lennet ha béza klévet gan̄t tûd ar brovin̄sou hag ar brôadou, hag ivé gan̄d ar Iuzévien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 1:22Hag hen̄ a gasaz lizeri é holl brovin̄sou hé rouan̄télez, hag hî skrivet é meûr a iéz, ma helché péb brôad hô c’hlévout hag hô lenna, évit m’hô défé ann ézec’h ar véli enn hô ziez; ha ma vijé embannet kémen̄t-sé é-touez hé holl boblou. ———— II. PENNAD. Ester a zô lékéat da rouanez.
Esther 10:1Hôgen ar roué Assuérus a lékéaz ann douar holl hag holl énézi ar môr da baéa gwiriou d’ézhan̄.
Daniel 6:1Mâd é kavas Darius lakaad war hé rouan̄télez c’houéac’h-ugen̄t penn-brô, évid ar rouan̄télez holl.