Levr Ester 8:16
É-kén̄ver ar Iuzevien, é kavaz d’ézhô é zavé war-n-ézhô eur goulou névez, gan̄d al lévénez-zé, ann énor, hag ar veûleûdi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
The Jews had light, and gladness, and joy, and honour.
In Context
Cross References
Esther 4:1Mardoché ô véza klézet kémen̄t-sé, a rogaz hé ziḻad, a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.
Esther 9:17Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.
Psalms 30:5Râg ar vuanégez a zeû eûz hé frouden, hag ar vuez eûz hé ioul; ann daérou a zeû diouc’h ar pardaez, hag al lévénez diouc’h ar min̄tin.
Psalms 97:11Savet eo ar goulou war ann dén reiz; hag al lévénez er ré a zô éeun a galoun.
Proverbs 4:18Hôgen raven̄t ar ré reiz a luc’h ével eur c’houlaouen; a-raok éz a hag é kresk bétég ann deiz klôk.
Proverbs 28:12Pa vez savet huel ann dûd reiz, eo brâz ar c’hloar; pa rén ar ré fallagr, éma ann disman̄tr étouez ann dûd.