Levr Ester 4:1
Mardoché ô véza klézet kémen̄t-sé, a rogaz hé ziḻad, a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 1:11Neûzé David a géméraz hé ziḻad hag hô rogaz, hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a réaz ével-d-han̄.
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Job 1:20Neûzé é savaz Job, hag é rogaz hé ziḻad, ha goudé béza touzet hé benn, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz,
Job 42:6Râk-sé en em damallann va-unan, hag é rann pinijen er poultr hag el ludu.
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.