Levr Ester 1:22
Hag hen̄ a gasaz lizeri é holl brovin̄sou hé rouan̄télez, hag hî skrivet é meûr a iéz, ma helché péb brôad hô c’hlévout hag hô lenna, évit m’hô défé ann ézec’h ar véli enn hô ziez; ha ma vijé embannet kémen̄t-sé é-touez hé holl boblou. ———— II. PENNAD. Ester a zô lékéat da rouanez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:12Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad: hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
Daniel 3:29Râk péc’het hon eûz, hag omp kouézet er fallagriez ô pellaad diouz-id: é pep-trâ hon eûz faziet.
Luke 16:8Hag ann aotrou a veûlaz ar mérer disleal-zé, dré m’en doa méret gan̄t furnez: râk bugalé ar béd-man̄ a zô furoc’h enn hô gwenn égét bugalé ar goulou.