Levr Ester 9:20
Mardoché a skrivaz kemen̄t-sé; hag ô véza hé lékéat enn eul lizer, é kasaz anézhan̄ d’ar Iuzevien a choumé é holl brovin̄sou ar roué, kenn a dôst, kenn a bell,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 597-612) ◄ Levr Judit Levr Ester Levr Job ► LEVR ESTER. ———— I. PENNAD. Banvez kaer Assuérus. Kâs a ra kuît hé c’hrég Vasti. 1 É deisiou Assuérus, péhini en deûz rénet adaleg ann In̄dez bétég ann Étiopia war gan̄t provin̄s seiz war-n-ugen̄t,
Esther 3:12Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad: hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
Psalms 124:1Pa en deûz ann Aotrou lékéat da zistrei ar ré eûz a Zion a oa é sklavérez; ével tûd dizoaniet omb bét.