Levr Ester 3:12
Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad: hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 8:36Rei a réjon̄t kémennou ar roué d’ar brin̄sed a oa war hé drô, ha d’ar rénerien a oa enn tû all d’ar ster; hag ar ré-man̄ a gen-nerzaz ar bobl ha tî Doué. ———— IX. PENNAD. Esdras ô klevout pénaoz hô dôa ar Iuzevien kéméret gragez é-touez ann diavésidi, a rog hé ziḻad.
Esther 8:2Hag ar roué a géméraz ar bizou, en dôa lékéat da denna eûz a zourn Aman, hag hé rôaz da Vardoché. Ester a lékéaz ivé Mardoché da réner war hé zî.
Esther 8:10Hag al lizéri-zé péré a oa skrivet é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou, a oé kaset gan̄t réderien war varc’h, péré ô von̄t buana ma hellent, a dlié diaraogi al lizéri kôz gan̄d al lizéri névez.
Daniel 6:8Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.
Daniel 6:15Hôgen ann dûd-zé péré a wélé ménoz ar roué, a lavaraz d’ézhan̄: Gwéz, ô roué, pénaoz lézen ar Bersied hag ar Védied eo, na hell dén terri ar gourc’hémenn gréat gan̄d ar roué.