Levr Ester 9:27
Ar Iuzevien éta é koun eûz ar péz hô dôa gouzan̄vet, hag eûz ar péz a oa deûet da drei goudé, en em rédiaz, hî hag hô gwenn, hag ar ré holl en em unvanche oud hô feiz, da lida ann daou zervez-zé, hervez ar péz a zô merket er skrîd-zé, hag a zô sévénet bép ploaz, évit deisiou ar goél-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 15:15Eul lézen hag eur varnédigez a vézô kén évid-hoc’h, kerkoulz hag évid ann diavésidi enn hô prô.
Judges 11:40Ma en em zastum kévret merc’hed Israel ha ma wélon̄t da verc’h Jefté eûz a C’halaad é-pâd pévar dervez. ———— XII. PENNAD. Dispac’h a-énep Jefté. Hé varô.
2 Samuel 21:1É amzer David é oé eunn naounégez hag a badaz tri bloaz. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou. Hag ann Aotrou a lavaraz: Enn abek da Zaül eo, ha d’hé dî a oa eunn ti a c’hoad; ô véza ma en deûz lazet ar C’habaonited.
Esther 9:21Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou:
Isaiah 2:3Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.