Levr Izaia 2:3
Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:1Chétu aman̄ al lézennou hag ar c’hourc’hemennou (T) a dléit da virout enn douar a dlé ann Aotrou, Doué da dadou, da rei d’id, évit ma vézi perc’hen d’ézhan̄ é-pâd ann holl zeisiou ma vézi béô war ann douar.
Esther 9:27Ar Iuzevien éta é koun eûz ar péz hô dôa gouzan̄vet, hag eûz ar péz a oa deûet da drei goudé, en em rédiaz, hî hag hô gwenn, hag ar ré holl en em unvanche oud hô feiz, da lida ann daou zervez-zé, hervez ar péz a zô merket er skrîd-zé, hag a zô sévénet bép ploaz, évit deisiou ar goél-zé.
Psalms 102:23Hag hén̄ a lavaraz da Zoué é hen̄t hé nerz: Rô da anaout d’in niver bihan va deisiou.
Isaiah 1:26Hag é likiinn a-névez da varnerien ével ma in̄t bét ken̄t, ha da guzulierien ével ma oan̄t gwéchall: goudé-zé é vézi hanvet kéar ann dén reiz, bourc’h ann dén léal.
Isaiah 51:4Kéméret en deûz évit-gwîr hon doaniou, hag hor glac’hariou en deuz douget: ha nî hon eûz hé zellet ével eunn dén lovr, ével eunn dén skôet gan̄d Doué ha vuéléet.