Levr Yehezkel 1:10
Hôgen chétu hô doaré: dremm eunn dén ha dremm eul léon hô doa hô févar enn tu déou; dremm eunn éjenn hô févar enn tû kleiz, ha dremm eunn er hô févar a-ziouc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 2:3Juda a zavô hé deltou étrézég ar sâv-héol, hervez strollou hé armé; ha Nahason, mâb Aminadab a vézô ar prin̄s eûz hé vipien.
Numbers 2:18War-zû ar c’hûs-héol è vézô kamp mipien Éfraim; hag Élisama, mâb Ammiud, a zô prin̄s d’ézhô.
1 Chronicles 12:8Béz’ é oé ivé tûd eûz a C’haddi péré a iéaz da gavout David, pa oa kuzet enn distrô, tûd kalounek brâz, hag eûz ar ré wella évid ar brézel, péré a zougé ann diren hag ar gwâf; hô dremm a oa hével oc’h dremm léoned; hag hî a oa buan ével gevr ar ménésiou:
Proverbs 14:4El léac’h n’eûz két a éjenned, eo goullô ar c’hran̄ch; hôgen el léac’h ma éz eûz kalz a éd, énô éc’h anavézeur anat nerz ann éjenn.
Isaiah 46:8N’éc’h eûz két hô c’hlévet, n’éc’h eûz két hô anavézet, ha né két digoret da skouarn a vréma; râk mé a oar évit-gwîr pénaoz é vézi eunn dén fallakr; hag adalek kôv da vamm em eûz da c’halvet torrer va lézen.