Levr Yehezkel 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 148-208) ◄ Levr ar Profed Baruc’h. Levr ar Profed Ézékiel. Levr Daniel. ► LEVR AR PROFED ÉZÉKIEL. ———— I. PENNAD Gwélédigez gen̄ta Ézékiél. 1 C’hoarvézoud a réaz enn trégon̄tved bloaz, er pévaré mîz, er pempved deiz eûz ar mîz, pénaoz, pa édoun é-touez ar sklaved é-tâl ster C’hobar, é tigoraz ann én̄vou, hag é wéliz gwéledigésiou Doué.
2Er pempved deiz eûz ar mîz, hen-nez eo ar pempved bloaz eûz a zizougadur ar roué Joac’him,
3É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar: hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.
4Ha mé a arvestaz, ha chétu eur gorven̄ten avel a zeûé eûz ann han̄ter-nôz; hag eur goabren vrâz hag eunn tân war hé zrô, hag eur skéd trô-war-drô: hag eûz hé greiz, da lavaroud eo eûz a greiz ann tân, é doaré goularz:
5Hag enn hé greiz éz oa hévélédigez pévar anéval: ha chétu hô doaré: oud eunn dén é oan̄t hén̄vel.
6Pép-hini anézhô en dôa péder dremm ha péder askel.
7Hô zreid a oa éeun, ha kaloun hô zreid ével kaloun treid eul leûé, hag hî a stérédenné ével ann arem al luc’husa.
8Daouarn dén a ioa dindân hô diou-askel er pévar zu; hag hî hô dôa pép-hini péder dremm ha péder askel.
9Diou-askel ann eil a oa frammet oud diou-askel égilé. Na zistroen̄t ket pa gerzen̄t; hôgen pép-hini anézhô a iéa râg-énep dira-z-han̄.
10Hôgen chétu hô doaré: dremm eunn dén ha dremm eul léon hô doa hô févar enn tu déou; dremm eunn éjenn hô févar enn tû kleiz, ha dremm eunn er hô févar a-ziouc’h.
11Hô dremmou hag hô diou-askel en em astenné a-ziouc’h; diou eûz hô askellou en em unané ann eil gan̄d ébén, hag ann diou all a c’hôlôé hô c’horfou.
12Pép-hini anézhô a gerzé râg-éeun d’ézhan̄; mon̄d a réan̄t el léac’h ma hô c’hasé herr ar spéred; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.
13Hag ann anévaled a ioa diouc’h hô doaré ével glaou béô, hag ével kleûzeûriou. Béz’ é wéled é-kreiz ann anévaled ô rédek flammou tân, ha luc’hed ô ton̄d er-méaz eûz ann tân.
14Hag ann anévaled a iéa hag a zeûé, é doaré al luc’hed a lugern.
15Pa zellenn oud ar pevar anéval, é wéliz eur rôd war ann douar enn hô c’hichen, péhini é dôa péder dremm.
16Ar gwél eûz ar rôdou, hag hô labour, a oa hen̄vel oud ar môr: hén̄vel é oan̄t hô féder ann eil oud ébén; hag ar gwél hag al labour anézhô, ével pa vijé eur rôd é-kreiz eur rôd.
17Hô févar rann a iéa kévret, ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.
18Ar ven̄t hag ann uc’helder eûz ar rôdou a oa heûzuz da wélout; hag ann holl gorf anézhô hô féder a oa leûn a lagadou trô-war-drô.
19Ha pa gerzé ann anévaled, é kerzé ivé ar rôdou enn hô c’heñver; ha pa zavé ann anévaled diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret.
20É pé léac’h-bennâg m’az éa ar spéred, ha ma zavé ar spéred, é savé ivé ar rôdou, oc’h hé heûlia: râg ar spéred a vuez a oa er rôdou.
21P’az éan̄t éz éan̄t, ha pa arzaôen̄t é arzaôen̄t; ha pa zaven̄t diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret, oc’h hô heûlia: rag ar spéred a vuez a oa er rôdou.
22A-ziouc’h pennou ann anévaled éz oa eunn ebr, é doaré strin̄k heûzuz, hag en em astenné a-ziouc’h d’hô fennou.
23Dindân ann ebr-zé éz oa éeun hô askellou, ann eil-ré dirak ré égilé; unan anézhô a guzé hé gorf gan̄d diou eûz hé askellou, hag égile hé guzé enn hévélep doaré.
24Ha mé a glevé trouz hô askellou, ével trouz douréier brâz, ével mouéz Doué diwar-laez: pa gerzen̄t é oa ével trouz eul lôd brâz a dûd, ével trouz eunn armé; ha pa arzaôen̄t, é laosken̄t hô askellou. 2$. Rak pa zeûé eur vouéz eûz ann ebr, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, é arzaôen̄t hag é laosken̄t hô askellou.
26Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.
27Ha mé a wélaz ével doaré goularz, hag ével tân, enn diabarz hag enn-drô d’ézhan̄: adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h, hag adaleg hé zigroazel hag izeloc’h, é wéliz ével doaré eunn tân a luc’hé trô-war-drô.
28Ével ar wareg a wéleur er c’hoabr enn eunn deiz glavek; ével-sé é oa ar goulou a luc’hé trô-war-drô. ———— II. PENNAD Ann Aotrou a lavar da Ézékiel komza héb aoun.