Levr Yehezkel 1:8
Daouarn dén a ioa dindân hô diou-askel er pévar zu; hag hî hô dôa pép-hini péder dremm ha péder askel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 6:6Hag unan eûz ar sérafined a nichaz étrézég enn-oun, hag eur vilien danuz enn hé zourn, en dôa kéméret gan̄d eur gével diwar ann aoter.
Ezekiel 8:3Hag é wéliz ével eunn dourn a grogaz enn-oun dré vléô va fenn; hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun étré ann douar hag ann én̄v, hag a gasaz ac’hanoun da Jéruzalem enn enr wélédigez Doué, é-tal ann ôr a-ziabarz, a zellé oud ann hanter-nôz, el léac’h ma oa lékéat idol ann oaz, évid héga oaz ann Aotrou.
Ezekiel 10:7Hag eur C’hérubin a astennaz hé zourn eûz a greiz ar Gérubined, étrézég ann tân a ioa étré ar Gérubined; hag é kéméraz, hag é rôaz é daouarn ann hini a oa gwisket gan̄t lien tân; hag hé-man̄ ô véza hé gémeret a iéaz er-méaz.
Ezekiel 10:18Ha gloar ann Aotrou a iéaz er-méaz eûz a dreûzou dôr ann templ; hag a savaz war ar Gérubined.