Levr Yehezkel 11:1
Neûzé ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag am zougaz étrézé dôr ar sâv-héol eûz a dî ann Aotrou, péhini a zell oud ann héol pa zâv; ha chétu éz oa é-tâl ann ôr pemp dén war-n-ugen̄t: hag é wéliz enn hô c’hreiz Jézonias, mâb Azur; ha Feltias, mâb Banaias, prin̄sed ar bobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 1:10Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.
Ezekiel 3:12Hag ar spéred a grogaz enn-oun, hag é kléviz adré d’in ar vouéz-man̄ gan̄d eunn trouz brâz: Benniget ra vézô gloar ann Aotrou eûz hé léac’h.
Ezekiel 8:3Hag é wéliz ével eunn dourn a grogaz enn-oun dré vléô va fenn; hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun étré ann douar hag ann én̄v, hag a gasaz ac’hanoun da Jéruzalem enn enr wélédigez Doué, é-tal ann ôr a-ziabarz, a zellé oud ann hanter-nôz, el léac’h ma oa lékéat idol ann oaz, évid héga oaz ann Aotrou.
Ezekiel 10:19Hag ar Gérubined ô sével hô askellou en em c’horréaz diouc’h ann douar dira-z-oun; ha p’az éjon̄t-kuît, ar rôdou a iéaz ivé war hô lerc’h; hag hî a arzaôaz war dreûzou dôr tî ann Aotrou war-zû ar sav-héol; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô.
Ezekiel 11:24Hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag a gasas ac’hanoun é gwélédigez, gan̄t spéred Doué, er C’haldéa, étrézég ar bobl a oa é sklavérez; hag ar wélédigez em bôa bét, a bellaaz diouc’h va spéred.