Levr Yehezkel 11
1Neûzé ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag am zougaz étrézé dôr ar sâv-héol eûz a dî ann Aotrou, péhini a zell oud ann héol pa zâv; ha chétu éz oa é-tâl ann ôr pemp dén war-n-ugen̄t: hag é wéliz enn hô c’hreiz Jézonias, mâb Azur; ha Feltias, mâb Banaias, prin̄sed ar bobl.
2Hag hen̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ar ré-zé eo ann dûd a venn fallagriez, hag a rô gwall guzuliou er géar-man̄,
3O lavarout: Ha né két savet hon tiez pell-zô? Hî eo ar gaoter, ha ni eo ar c’hîk.
4Râk-sé diougan diwar hô fenn, diougan, mab dén.
5Ha spéred ann Aotrou a grogaz enn-oun, hag a lavaraz d’in: Komz: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ével-henn hoc’h eûz lavaret, tî Israel; ha mé a anavez ménosiou hô kaloun.
6Kalz a dûd hoc’h eûz lazet er géar-man̄, hag hé ruou hoc’h eûz leûniet a gorfou-marô.
7Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ar ré hoc’h eûz lazet, hag hoc’h eûz astennet enn hé c’hreiz, ar ré-zé eo ar c’hîk, hag hî eo ar gaoter; ha mé hô tennô eûz hô c’hreiz.
8Râg ar c’hlézé hoc’h eûz aoun, hag ar c’hlézé a zigasinn war-n-hoc’h, émé ann Aotrou Doué.
9Hô kâs a rinn eûz hé c’hreiz, hô lakaad a rinn étré daouarn ann énébourien, hag é rinn va barnou war-n-hoc’h.
10Diodân ar c’hlézé é kouézot; é harzou Israel é varninn ac’hanoc’h; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou.
11Ar géar-zé na vézô két da gaoter évid-hoc’h, na viot két da gîg enn hé c’hreiz; é harzou Israel é varninn ac’hanoc’h.
12Ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou: ô véza n’hoc’h eûz két baléet em c’hélennou, ha n’hoc’h eûz két sévénet va barnédigézou; hôgen ma hoc’h eûz heûliet barnédigézou ar brôadou a zô war hô trô.
13Ha pa ziouganenn, Festias, mâb Banaias, a varvaz ha mé a gouézaz war va dremm, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doué; kâs a réz éta da-nétra dilerc’h Israel?
14Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout:
15Mâb dén, da vreûdeur, da vreûdeûr, da géren̄t, hag holl dî Israel, eo ar ré holl da béré tûd Jéruzalem hô deûz lavaret: It pell diouc’h ann Aotrou; d’é-omp eo bét rôet ann douar é kers.
16Râk-sé ével-henn é-lavar ann Aotrou Doué: Pétrâ-bennâg ma em eûz hô c’haset ker pell é touez ar brôadou, hag em eûz hô skiñet é meur a vrô; koulskoudé é san̄télinn ann niver bihan anézhô er brôiou é péré in̄t bét éat.
17Lavar éta: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Hô strolla a rinn eûz a greiz ar boblou; hô krounna a rinn eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet; hag é rôinn d’é-hoc’h douar Israel.
18Hag hî a iélô dî, hag a dennô diout-hi ann holl wallou hag ann holl argarzidigézou.
19Eunn hévélep kaloun a rôinn d’ézhô, eur spéred névez a likiinn enn hô c’hreiz: tenna a rinn eûz hô c’hîg ar galoun véan, hag é rôinn d’ézhô eur galoun kîk;
20Évit ma valéin̄t em c’hélennou, ma virin̄t va barnédigézou, ha ma hô sévénin̄t; ma vézin̄t da bobl d’in, ha ma vézinn da Zoué d’ézhô.
21É kéñver ar ré a béré ar galoun a valé er gwallou hag enn argarzidigézou, é likiinn da gouéza hô hén̄t war hô fenn, émé ann Aotrou Doué.
22Hag ar gérubined a zavaz hô askellou, hag ar rôdou gan̄t-hô; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô.
23Ha gloar ann Aotrou a biñaz eûz a greiz kéar hag en em arzaôaz war ar ménez a zô é sâv-héol kéar.
24Hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag a gasas ac’hanoun é gwélédigez, gan̄t spéred Doué, er C’haldéa, étrézég ar bobl a oa é sklavérez; hag ar wélédigez em bôa bét, a bellaaz diouc’h va spéred.
25Hag é liviriz d’ar ré a oa é sklavérez, kémen̄d eo dôa diskouézet ann Aotrou d’in. ———— XII. PENNAD Rébechou ann Aotrou a-éneb ar ré a grédé pénaoz gourdrouzou ar broféded na vijen̄t két sévénet kerken̄t.