Levr Yehezkel 13:2
Mâb dén, diougan da broféded Israel, péré a ziougan; ha lavar d’ar ré a ziougan diouc’h hô c’haloun: Sélaouit gér ann Aotrou:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
Isaiah 1:10Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.
Isaiah 28:14Ha brévet eo, ével eul léstr prî a dorreur gan̄d strif, hép ma choum anézhan̄ eunn darbôd hép-kén hag a vé mâd da gémérout tân eûz ann oaled, pé da bun̄sa eur banné dour eûz a eur poull.
Jeremiah 5:31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.
Jeremiah 8:10War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.
Jeremiah 14:14Mé a zigasô da énébourien eûz a eunn douar ha na anavézez két: râk kroget eo tân va frouden, ha war-n-hoc’h é losko.