Levr Yehezkel 13
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Mâb dén, diougan da broféded Israel, péré a ziougan; ha lavar d’ar ré a ziougan diouc’h hô c’haloun: Sélaouit gér ann Aotrou:
3Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ ar broféded diskian̄t, a heûl hô spéred hô-unan, ha na wél nétrâ.
4Ével lern enn distrô eo da broféded, ô Israel.
5N’oc’h két bét savet a-énep: n’hoc’h eûz két bét savet eur vur évit tî Israel, évid derc’hel stard enn emgann é deiz ann Aotrou.
6Traou gwân a wélon̄t, ha gévier a ziouganon̄t, ô lavarout: Ann Aotrou en deûz lavaret: Petrâ-bennâg n’en deûz két ann Aotrou hô c’haset, é ken̄dalc’hon̄t d’ar péz hô deûz lavaret.
7Ha né két gwân ar wélédigez hoc’h eûz bét; ha né két gévier ann diouganou a rit? Pa livirit: Ann Aotrou en deûz lavaret; pa n’em eûz két komzet.
8Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: O véza ma hoc’h eûz lavaret traou gwân, ha ma hoc’h eûz gwélet gévier; chétu é teûann d’hô kavout, émé ann Aotrou Doué.
9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
10O véza ma hô deûz touellet va fobl, ô lavarout: Péoc’h, ha n’eûz kéd a béoc’h: pa zavé-hén̄ eur vôger, hî a lifré anézhi gan̄t prî hép kôlô.
11Lavar d’ar ré a lifr hep kemmesk, pénaoz é kouézô; râk don̄d a rai eur glaô dic’hlann, hag é kasinn mein brâz a vac’hô anezhi, hag eunn avel arnéuz hé diskarô.
12Ha pa vézô kouézet ar vôger, ha na vézô két lavaret d’é-hoc’h: Péléac’h éma al lifr gan̄t péhini hoc’h eûz hé lifret?
13Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Lakaad a rinn da zével avel ann arné em frouden, hag eur glaô dic’hlann a gouézô em broez; ha mein brâz em buanégez, évid diskara pép-trâ.
14Ha mé a ziskarô ar voger hoc’h eûz lifret hép kemmesk; ha mé a lakai anézhi hével ha par d’ann (T) douar, hag é vézô gwélet hé diazez; diskaret é vézô-hî, hag hén̄ a gouézô dindan-hi; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
15Leûnia a rinn va frouden war ar vôger, ha war ar ré a lifr anézhi hép kemmesk; hag é livirinn d’é-hoc’h: N’éma mui ar vôger, nag ar ré hô deûz hé lifret.
16Proféded Israel, péré a ziougan diwar-benn Jéruzalem, hag a wél évit-hi gwélédigézou a béoc’h; ha n’eûz két a béoc’h, émé ann Aotrou Doué.
17Ha té, mâb dén, laka da zremm a-énep merc’hed da bobl, péré a ziougan eûz hô c’haloun hô-unan; ha diougan diwar hô fenn,
18Ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ ar ré a c’hrî torchennouigou évit lakaad dindan pép ilin: hag a râ pennou-gwélé évit lakaad dindân penn ann dud a béb oad, évit hoala ann énéou; ha pa hô deûz hoalet énéou va fobl, a lavar eo béô hô énéou.
19Hag hî hô deûz lékéat da c’haou va gériou dirâk va fobl, évid eunn dournad heiz, hag eunn tamm bara, ô laza ann énéou ha na oan̄t két marô, hag ô ken̄derc’hel béô ann énéou ha na oan̄t két béô, ô lavarout gévier d’am pobl, péhini a grédé ar gévier.
20Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég hô torchennouigou, gan̄t péré éc’h hoalit ann énéou ével pa nichen̄t: étré hô tivrec’h é roginn anézhô; hag é lézinn da von̄t ann énéou hô pôa hoalet, ann énéou a dlié da nicha.
21Régi a rinn hô pennou-gwélé, hag é tieûbinn va fobl eûz hô taouarn; ha na vézin̄t mui ével eur preiz étré hô taouarn; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
22O véza ma hoc’h eûz glac’haret kaloun ann dén reiz gan̄d hô kévier, pa na c’hlac’harenn két anézhan̄; ha ma hoc’h eûz krévéet daouarn ar ré fallagr, évit na zistrôin̄t két eûz hô gwall hen̄t, ha na vévin̄t két.
23Râk-sé na wélot mui traou gwân, ha na ziouganot mui; râk mé a dennô va fobl eûz hô taouarn; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XIV. PENNAD Hiniennou zô espernet étré tûd Jéruzalem.