Levr Yehezkel 18:6
Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Har d-eo eunn dén gwirion; mar gra hervez ann éeunder hag ar wirionez;
Cross References
Leviticus 18:19Na dôstai két oud eur c’hrég péhini a vézô hé misiou gan̄t-hî, ha na zizôlôi két hé lousdôni.
Leviticus 20:10Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.
Numbers 25:2Peré hô c’halvaz d’hô sakrifisou. Hag hî a zebraz lôd anézhô, hag a azeûlaz hô douéed.
Deuteronomy 22:22Ann Aotrou az gloazô gan̄d ar baouren̄tez, ha gan̄d ann dersien, ha gan̄d ar iénien, ha gan̄d ann domder, ha gan̄d ar c’hrouez, ha gan̄d ar gwall éar, ha gan̄d ann duan, hag é heskinô ac’hanod kén na vézi kollet a-grenn.
Psalms 123:1Ar ré a laka hô fisians enn Aotrou a zô ével ménez Sion; néb a choum é Jéruzalem na vézô bikenn kéflusket.
Ezekiel 6:13Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézô korfou hô tûd lazet é-kreiz hoc’h idolou, enn-drô d’hoc’h aoteriou, war bép kréc’hien uc’hel, war lein ann holl vénésiou, dindân pép gwézen hîr, dindân pép derven bodek, el lec’hiou a béré é savé ann ézañs a zeven̄t dirâg hô holl idolou.