Levr Yehezkel 18
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Pérâg hoc’h eûs-hu trôet ar barabolen-man̄ é brô Israel, ha lékéat da lavar-paot, ô lavarout: Ann tadou hô deûz débret rézin c’hlâz, ha dent ar vugalé a zô bét kloc’het?
3Ével ma ounn béo, émé ann Aotrou Doué, ar barabolen-zé na vézô mui ével eur lavar-paot enn Israel.
4Chétu ann holl énéou a zô d’in: ével éné ann tâd, éma éné ar mâb d’in̄; ann éné a béc’hô a varvô hé-unan.
5Har d-eo eunn dén gwirion; mar gra hervez ann éeunder hag ar wirionez;
6Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi:
7Ma na zoan dén; mar tistol hé westl d’hé zléour; ma na skrâp nétrâ dré ners; ma rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag eûz hé ziḻad da néb a zô enn noaz.
8Ma na brést két war gampi, ha ma na gémer két muioc’h éget n’en deûz rôet; mar tistrô hé zourn eûz ar fallagriez, ha ma rô eur gwir varn étré eunn dén hag eunn dén all:
9Mar balé em c’hélennou, ha mar mîr va barnédigézou évid ôber ar wirionez; hen-nez a zô gwirion, hag a vévô évit-gwîr, émé ann Aotrou Doué.
10Mar gân-hén̄ eur mâb hag a vézô laer, hag a skuḻô ar goad, hag a rai unan eûz ar wallou-zé.
11Ha pa n’hô grajé két holl; hôgen mar tebr war ar ménésiou, mar saotr grég hé nésa;
12Mar g1ac’har ann ézommek hag ar paour, mar skrâb dré ners, ma na zistrô két ar gwéstl, mar sâv hé zaoulagad étrézég ann idolou, mar grâ argarzidigézou.
13Mar rô war gampi, ha mar kémer ouc’h-penn; hag hén̄ a vévô? Na vévô két; pa en dévézô gréat ann holl draou argarzuz-zé, é varvô, hag hé c’hoad a vézô war-n-ézhan̄ hé-unan.
14Mar gân-hén̄ eur mab, péhini ô wélout ann holl wallou en dévézô gréat hé dâd, a vézô spoun̄tet, ha na rai két ével-t-han̄;
15Péhini na zebrô két war ar ménésiou, na zavô két hé zaoulagad étrézég idolou tî Israel, na na wallô két grég hé nésa.
16Péhini na c’hlac’har dén, na zalc’h két ar gwestl, na skrâp két dré ners, a rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag a wisk néb a zô enn noaz;
17Péhini a zistrô hé zourn eûz a bép direiz é-kén̄ver ar paour, na rô két war gampi, ha na gémer két ouc’h-penn, a heûl va barnédigézou, hag a valé em c’hélennou; hen-nez na varvô két é fallagriez hé dâd; hôgen béva a rai.
18Hé dâd péhini en deûz drouk-komzet, péhini en deûz gwasket hé vreûr ha gwall-c’hréat é-kreiz hé bobl, chétu eo marô enn hé fallagriez.
19Hag é livirit: Pérâg ar mâb n’en deûz két douget fallagriez ann tâd? O véza ma en deûz gréat ar mâb hervez ar varn hag ar reiz, ma en deûz miret va holl gélennou, ha ma en deûz hô sévénet; râk-sé é vévô.
20Ann éné en dévézô péc’het, a varvô hé-unan; ar mâb na zougô két fallagriez ann tâd, hag ann tâd na zougô két fallagriez ar mâb; reizded ann dén reiz a vézô war-n-ézhan̄, ha fallagriez ar fallagr a vézô war-n-ézhan̄.
21Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.
22N’am bézô mui a goun eûz ar fallagriézou en dôa gréat; er reizded en dévézô gréat é vévô.
23Hag iouli a rann-mé marô ar fallagr, émé ann Aotrou Doué, pé gen̄toc’h ma tistrôi eûz hé hen̄chou, ha ma vévô?
24Hôgen mar tistrô ann dén reiz dioud hé reizded, mar grâ ar fallagriez, ha ma heuḻ ann argarzidigézou a ra peûrvuia ann dén fallagr, hag hén̄ a vévô? Ann holl reizdédou en dôa gréat a vézô an̄kounac’héet; enn hé wall hag enn hé béc’hed é varvô.
25Hag é livirit: Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Sélaouid éta, tî Israel: ha né két reiz va hen̄t, pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi?
26Râk pa zistrôi ann dén reiz dioud hé reizded, ha pa rai ar fallagriez, é varvô enn-hô; enn direizded en dévézô gréat é varvô.
27Ha pa zistrôi ann dén fallagr dioud ar fallagriez en dévézô gréat, ha pa rai barnédigez ha reizded; hén̄ a rôi ar vuez d’hé éné.
28O véza éta m’en dévézô évéséet, ha ma vézô distrôet dioud ann holl fallagriézou en dévézô gréât, é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.
29Ha bugalé Israel a lavar: Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Ha né két reiz va hen̄chou, tî Israel; pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi?
30Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.
31Taolit pell diouz-hoc’h ann holl wallou hoc’h eûz gréat, ha grît d’é-hoc’h eur galoun névez, hag eur spéred névez; ha pérâg é varvot, ti Israel?
32Râk na ioulann két marô ann hini a varvô, émé ann Aotrou Doué: Distrôit étrézég enn-oun, ha bévit. ———— XIX. PENNAD Rouéed Juda lékéat hévél oût léonédigou, ha Jéruzalem, oud eur winien.