Levr Yehezkel 20:21
Hôgen hô bugalé hô deûz va héget; n’hô deûz két baléet em c’hélennou, n’hô deûz két miret va barnédigézou, na sévénet anézhô, é miridigez péré é vév ann dén; va deisiou sabbat hô deûz saotret; hag em eûz hô gourdrouzet da skuḻa va frouden war-n-ézhô, ha da walc’ha va buanégez out-hô enn distrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 25:1Hôgen enn amzer-zé Israel a choumé e Settim, hag ar bobl a gouézaz é gadélez gan̄t merc’hed Moab,
Psalms 106:29Hag hî a hégaz out-han̄ gan̄d hô gwall-ôberiou; hag eul lôd brâz anézhô a oé kollet.
Lamentations 4:11Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug; lékéat en deûz da gregi eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi. LAMED.
Ezekiel 13:15Leûnia a rinn va frouden war ar vôger, ha war ar ré a lifr anézhi hép kemmesk; hag é livirinn d’é-hoc’h: N’éma mui ar vôger, nag ar ré hô deûz hé lifret.