The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 20

1Er seizved bloaz, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz lôd eûz a hénaoured Israel, évit goulenn kuzul digand ann Aotrou; hag hî a azézaz dira-z-oun.

2Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

3Mâb dén, komz out hénaoured Israel, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ha n’oc’h két deûet c’houi évid ôber goulennou digan-én̄? Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

4Mar barnez anézhô, mâb dén, mar barnez anézhô; diskouéz d’ézhô argarzidigézou hô zadou.

5Ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz é péhini é tilenniz Israel, hag é saviz va dourn evit gwenn tî Jakob, hag en em ziskouéziz d’ézhô é douar ann Éjipt, hag é saviz va dourn évit-hô, ô lavarout: Mé eo ann Aotrou hô Toué.

6Enn deiz-zé é saviz va dourn évit-hô, évit ma tenjenn anézhô eûz a zouar ann Éjipt, évid hô c’hâs enn eunn douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél; péhini eo ar gwella é-touez ann holl zouarou.

7Hag é liviriz d’ézhô: Pellaet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad; ha n’en em zaotrit két gan̄d idolou ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

8Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.

9Hôgen évit va hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, é-kreiz péré édon̄t, ha dirâk péré ounn en em ziskouézet, évid hô zenna eûz a zouar ann Éjipt.

10Hô zennet em eûz éta eûz a zouar ann Éjipt, hag em eûz hô c’haset enn distrô.

11Hag em eûz rôed d’ézhô va c’hélennou, ha diskouézet d’ézhô va barnédigézou; évit pa hô grai ann dén, ma vévô enn-hô.

12Ouc’hpenn em eûz rôet d’ézhô va deisiou Sabbat, évit ma vijen̄t da arouéz étré mé hag hî; ha ma wézchen̄t pénaoz eo mé ann Aotrou péhini a zan̄téla anézhô.

13Hôgen bugalé Israel hô deûz va héget enn distrô; n’hô deûz két baléet em c’hélennou; distaolet hô deûz va barnédigézou é miridigez péré é vév ann den; va deisiou sabbat hô deûz gwall zaotret ivé; lavaret em bôa éta pénaoz é skuḻfenn va frouden war-n-ézhan̄ enn distrô, hag é tispenfenn anézhô.

14Hôgen enn abek d’am hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré, ha dirâk péré em eûz hô zennet.

15Savet em eûz éta va dourn war-n-ézhan̄ enn distrô pénaoz n’hô digasfenn két enn douar em bôa rôet d’ézhô, é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag a zô ar c’hen̄ta eûz ann holl zouarou:

16O véza ma hô deûz distaolet va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou, ha ma hô deûz saotret va deisiou sabbat; râk hô c’haloun a iéa war-lerc’h hô idolou.

17Va lagad en deûz sellet a druez out-hô; ha n’em eûz két hô lazet; n’em eûz két hô c’haset-da-nétra enn distrô.

18Hôgen mé em eûz lavaret d’hô bugalé enn distrô: Na gerzit két é kélennou hô tadou, na virit két hô barnédigézou ha n’en em zaotrit két gan̄d hô idolou.

19Mé eo ann Aotrou hô Toué: Baléit em c’hélennou, mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô:

20San̄télit ivé va deisiou sabbat, évit ma vézin̄t da arouéz étré mé ha c’houi, ha ma wiot pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

21Hôgen hô bugalé hô deûz va héget; n’hô deûz két baléet em c’hélennou, n’hô deûz két miret va barnédigézou, na sévénet anézhô, é miridigez péré é vév ann dén; va deisiou sabbat hô deûz saotret; hag em eûz hô gourdrouzet da skuḻa va frouden war-n-ézhô, ha da walc’ha va buanégez out-hô enn distrô.

22Hôgen distroet em eûz va dourn, hag em eûz gréat enn abek d’am hanô, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré em bôa hô zennet, ha dira-z-hô.

23Savet em eûz c’hoaz va dourn war-n-ézhô enn distrô, ma skiñfenn anézhô é-touez ar brôadou, hag é kaschenn anézhô é brôiou pell;

24O véza n’hô dôa két gréat va barnédigézou, m’hô dôa distaolet va c’hélennou, m’hô dôa saotret va deisiou sabbat, ha m’hô dôa hô daoulagad heûliet idolou hô zadou.

25Râk-sé em eûz rôet d’ézhô kélennou péré n’in̄t két mâd, ha barnédigézou é péré na gavin̄t két ar vuez.

26Hag em eûz hô zaotret enn hô rôou, pa gennigen̄t évid hô gwallou kémen̄d a zigoré ar c’hôv, évit ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.

27Râk-sé, mâb dén, komz out tî Israeï, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Hô tadou hô deûz c’hoaz va héget é kémen̄t-man̄, pa hô deûz va gwallet gan̄d dispriz;

28Goudé m’em dôé hô digaset enn douar em bôa touet é rôjenn d’ézhô; gwélet hô deûz ann holl gréc’hiennou huel, hag ann holl wéz déliaouuz, hag énô hô deûz lazet hô viktimou; énô hô deûz rôet hô c’hennigou héguz, énô hô deûz lékéat hô louzou c’houés-vâd, hag énô hô deûz skuḻet hô braoued-kennigou.

29Neûzé é liviriz d’ézhô: Pétrâ eo al léac’h-huel-zé étrézé péhini éz îd? Hag ann hanô a léac’h-uuel a zô bét rôet d’ézhan̄ bétég-henn.

30Râk-sé lavar da dî Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: En em zaotra a rit é hen̄t hô tadou: d’hô gadélez en em rôit, oc’h heûlia hô idolou:

31Gan̄d ar c’hennig eûz hô rôou, pa dréménid hô pugalé dré ann tân, en em zaotrit enn hoc’h holl idolou bétég-henn; ha goudé-zé é respoun̄tfenn d’é-hoc’h, ti Israel? Ével ma oûnn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

32Na vézô két sévénet ménoz hô spéred, pa livirit: Nî a vézô ével ar brôadou, hag ével ar boblou a1l eûz ann douar, hag éc’h azeûlimp ar c’hoat hag ar vein.

33Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h.

34Mé hô tennô eûz a douez ar boblou; mé hô strollô eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet; ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h,

35Hag é tigasinn ac’hanoc’h é distrô ar boblou; hag énô é vreûtaimp kévret kéver-é-kéver.

36Ével ma em eûz breûtéet ouc’h hô tadou é distrô brô ann Éjipt, ével-sé é varninn ac’hanoc’h, émé ann Aotrou Doué.

37Ha mé hô lakai da bléga dindân va gwalen, hag hô tigasô é éréou va c’hévrédigez.

38Ha mé a rannô diouz-hoc’h ar ré amzen̄t, hag ar ré fallagr, hag é tenninn anézhô eûz ar vrô é péhini é choumon̄t, ha n’az ain̄t két é brô Israel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou:

39Ha c’houi, tî Isrâel, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Baléit pép-hini war-lerc’h hoc’h idolou, ha servichit anézhô. Ma na zélaouit két c’hoaz ac’hanoun é kémen̄t-sé, ha mar saotrit hivizikenn va hanô san̄tel gan̄d hô rôou hag hoc’h idolou:

40War va ménez san̄tel, war vénez huel Israel, émé ann Aotrou Doué, énô holl di Israél a zervichô ac’hanoun; holl, émé-vé, enn douar é péhini é vézin̄t hétuz d’in; hag énô eo é tigémérinn hô préveûdiou, hag ar c’hen̄ta frouez eûz hô téogou, hag hoc’h holl san̄télézou.

41Ével eur c’hennig a c’hoûés-vâd é tigémérinn ac’hanoc’h, p’am bézô hô ténnet eûz a douez ar bobloû, hag em bézô hô strollet eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet, hag é vézinn san̄télet enn-hoc’h dirâg ar brôadou.

42Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô lékéat da von̄t é douar Israel, ann douar em eûz savet va dourn a rôjenn d’hô tadou.

43Hag énô é teûi da goun d’é-hoc’h eûz hoc’h hen̄chou, hag eûz ann holl wallou gan̄t péré oc’h en em zaotret; hag é tisplijod d’é-hoc’h hoc’h-unan gan̄d ar gwél eûz ann holl zrougou hoc’h eûz gréat.

44Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô gréat vâd d’é-hoc’h enn abek d’am hanô, ha nann hervez hô kwall hen̄chou, hag hervez hô kwallou argarzuz, tî Israel, émé ann Aotrou Doué.

45Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

46Laka da zaoulagad, mâb dén, war-zû ar c’hrésteiz, ha diver da c’hériou étrézég ann Afrika, ha diougan diwar-benn koat park ar c’hrésteiz.

47Ha lavar da goat ar c’hresteiz: Sélaou gér ann Aotrou: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai ann tân da gregi enn-od, hag é tévinn enn-od ann holl wéz c’hlaz, hag ann holl wéz séac’h; ha na vougô két ar flamm eûz ann tân-zé: hag é vézô dévet gan̄t-han̄ ann holl zremmou adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.

48Hag ann holl gîg a wélô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lékeat ann tân enn-han̄, ha na vézô két mouget.

49Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou Doué. Hî a lavar diwar va fenn: Ha na gomz két hé-man̄ gan̄t lavariou-kuzet? ———— XXI. PENNAD Klézé ann Aotrou tennet a-éneb hé bobl.

← Levr Yehezkel 19Read In The App, Free →Levr Yehezkel 21 →

Study Levr Yehezkel 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748