Levr Yehezkel 20:33
Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 42:18Hôgen abaoé ma hon eûz éhanet da ôber sakrifisou da rouanez ann éñv, ha da genniga gwéstlou d’ézhi, omb bét enn diénez eûz a bép-trâ, hag omb bét dispennet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez.
Lamentations 2:4Steñet en deûz hé wareg ével eunn énébour; startéet en deûz hé zourn déou ével eur stourmer: lazet en deûz kémen̄d a ioa kaer da wélout é telt merc’h Sion: ével tân en deûz skuḻet hé vuanégez. HÉ.
Daniel 9:11Hag Israel holl en deûz torret da lézen, hag hî hô deûz trôet hô fenn gan̄d aoun na glevchen̄t da vouéz; hag ar valloz, hag ann argarzidigez a zô skrivet é levr Moizez servicher Doué a zô kouézet war-n-omp, ô véza ma hon eûz péc’het enn hé énep.