Levr Yehezkel 20:41
Ével eur c’hennig a c’hoûés-vâd é tigémérinn ac’hanoc’h, p’am bézô hô ténnet eûz a douez ar bobloû, hag em bézô hô strollet eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet, hag é vézinn san̄télet enn-hoc’h dirâg ar brôadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:9Goudé béza gwalc’het gan̄d dour ar bouzellou hag ann treid; hag ar bélek hô devô war ann aoter, ével eur sakrifiz-losk hétuz d’ann Aotrou gan̄d hé c’houés.
Leviticus 1:17Terri a rai hé ziou-askel héb hé zrouc’ha, hag héb hé ranna gan̄d houarn; hag hé zevi a rai war ann aoter, goudé béza lékéat ann tân er c’heûneûd. Eur sakrifiz-losk hag eur c’hennig eo, en deûz eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. ———— II. PENNAD. Sakrifiz bleûd. Sakrifiz bara.
Numbers 20:13Hen-nez eo dour ann énébiez, é péléac’h bugalé Israel hô deûz krôzet a-éneb ann Aotrou, hag é péléac’h ma eo en em zan̄télet enn hô c’hreiz.
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Jeremiah 23:3Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Fiez; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.
Jeremiah 30:18Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id; râk té eo ann Aotrou, va Doué.