Levr Yehezkel 21:22
Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 6:20Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé: hag hî a géméraz kéar,
Job 39:25Pa glev ar c’horn-boud é lavar: Déomp; a bell é c’houéz ar brézel, ha mouéz ann duged, hag urc’hérez ann armé.
Jeremiah 33:4Hag é likiiz anézhô da von̄d é tî ann Aotrou, é kambr mipien Hanan, mâb Jégédélias dén Doué, é-tâl kambr ar briñsed, a-ziouc’h kambr Maasias, mâb Sellum, péhini a ioa diwaller ar porched.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.