The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 21

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lararout:

2Mâb dén, laka da zaoulagad war-zu Jéruzalem, ha diver da c’hériou étrézég ar san̄tuar, ha diougan a-énep douar Israel:

3Ha lavar da zouar Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu me a zeû étrézég enn-od, hag é tenninn va c’hlézé eûz hé c’houin, hag é lazinn enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz.

4Hag ô véza ma tléann da laza enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz, va chlézé a iélô er-méaz eûz hé c’houin a-éneb ann holl gîg, adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.

5Évit ma wézô pép kîk pénaoz eo mé ann Aotrou, péhini em eûz tennet va c’hlézé eûz hé c’houin hép galv.

6Hôgen té, mâb dén, hirvoud kén na darzô da zigroazel; hirvoud gan̄t-hô gan̄t c’houervder.

7Ha pa livirin̄t d’id: Pérâg éc’h huanadez? É liviri: Gan̄d ar péz a glévann; râg hén̄ a zeû; hag ann holl galounou a zizéc’hô, hag ann holl zaouarn a vézô diners, hag ann holl spéréjou a vézô gwanet, hag ann dour a rédô héd-da-héd ann holl c’hlinou; chétu é teû, hag é c’hoarvez, émé ann Aotrou Doué.

8Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

9Mâb dén, diougan ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Komz: Ar c’hlézé, ar c’hlézé a zô lemmet; limet eo.

10Lemmet eo évit laza ar viktimou; limet eo évit teûrel skéd: râk té eo éc’h eûz diskaret gwalen va mâb, hag éc’h eûz trouc’het ann holl wéz.

11Hag hé rôet em eûz d’ézhan̄, évid hé zerc’hel enn hé zourn; évid hé lemma, hag hé lima, hag hé lakaad é dourn ann hini a dlé laza.

12Garm, ha iûd, mâb dén; râk tennet eo out va fobl, hag oud holl brin̄sed Israel, a zô bét tec’het dira-z-han̄; d’ar c’hlézé in̄t bét rôet gan̄t va fobl; râk-sé skôit war hô morzed:

13Râg eunn arnod eo; ha pa dorfé ar walen, na vézô mui, émé ann Aotrou Doué.

14Té éta, mâb dén, diougan ha skô da zaouarn ann eil oud égilé, ra zeûi diou ha teir gwéach klévé al lazérien; hen-nez eo klézé al lazérez brâz, hô lakai da zaouzani,

15A lakai ar galonou da zizéc’ha, hag a gresko ann disman̄trou. Digas a rinn ar spoun̄t oud hô holl zôriou dirâg ar c’hlézé lemm-zé, limet évit luc’ha, béget évit laza.

16Lemm, da vég; kéa a zéou pé a gleiz, é pé léac’h-bennâg ma plijô d’as dremm.

17Mé ivé a stokô va daouarn ann eil enn égilé, hag a leûniô va buanégez. Mé eo ann Aotrou em eûz komzet.

18Ha gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout:

19Ha té, mâb dén, laka d’id daou hen̄t, dré béré é hellô don̄t klézé roué Babilon; eûz a eunn hévéleb brô é teûon̄t hô-daou; hag hén̄ ô véza enn eur géar é penn ann daou hen̄t, a dennô d’ar sort dré béhini éz ai.

20Eunn hen̄t a likii dré béhini éz ai ar c’hlézé étrézé Rabbat é brô bugalé Ammon, hag étrézé brô Juda, da Jéruzalem kéar kré-brâz.

21Râk roué Babilon a arzaôaz er c’hroaz-hen̄t é penn ann daou hen̄t, ann diouganérez a glaskaz, ô veski ar saésiou; kuzul a c’houlennaz digan̄d hé idolou, ar bouzellou a ardamézaz.

22Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.

23En̄voradur ann oraklou a vézô évit-hô ével eunn dra didalvez, hag hî a wélô enn-han̄ ével eunn dén é éhan ann deisiou sabbat: hôgen hén̄ en dévézô koun eûz hé fallagriez, hag a zeûi évid hé c’hémérout.

24Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma hoc’h eûz digaset koun eûz hô fallagriez, ma hoc’h eûz rôet da anaout hô kwallérézou, ha ma eo en em ziskouézet hô péc’héjou enn hoc’h holl vénosiou; ô véza, emé-vé, ma hoc’h eûz hô digaset da goun, é viot kéméret gan̄d ann dourn.

25Hôgen té, den hép doujans, prin̄s fallagr a Israel, chétu ann deiz a oa merket évit kastiza da fallagriez.

26Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Tenn ar mitr, tenn ar gurunen. Ha né két houn-nez é deûz uc’héléet ann hini vuel, ha vuéléet ann hini uc’hel?

27Ar fallagriez, ar fallagriez, ar fallagriez a ziskouézinn; ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô kén na zeûi ann hini da biou eo ar varn; hag hé rôinn d’ézhan̄.

28Ha té, mâb dén, diougan, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn bugalé Ammon, ha diwar-benn hô mézégez; hag é liviri: Klézé, klézé, en em zic’houin évit laza; en em lim évit ma lazi ha ma luc’hi,

29É-pâd ma wélon̄t traou didalvez diwar da benn, ha ma lavar gévier hô diouganerien; évit ma kouézi war benn ar ré fallagr, ha ma ho gôlôi a c’houliou, pa vézô deûet ann deiz a oa bét merket évit kastiza hô fallagriez.

30Distrô enn da c’houin, el léac’h é péhini oud bét krouet, é douar da c’hanédigez az parninn,

31Hag é skuḻinn va frouden war-n-od; tân va buanégez a c’houézinn enn-od, hag é rôinn ac’hanod étré daouarn tûd diboeil hag a aoz ar marô.

32Da voéd é vézi d’ann tân, da c’hoad a vézô é-kreiz ann douar, d’ann an̄kounach é vézi rôet; râk mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret. ———— XXII. PENNAD Gwallou Jérusalem a hast hé disman̄tr.

← Levr Yehezkel 20Read In The App, Free →Levr Yehezkel 22 →

Study Levr Yehezkel 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748