Levr Yehezkel 21:28
Ha té, mâb dén, diougan, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn bugalé Ammon, ha diwar-benn hô mézégez; hag é liviri: Klézé, klézé, en em zic’houin évit laza; en em lim évit ma lazi ha ma luc’hi,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 49:1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai da zével war Vabilon, ha war ar ré a choun enn-hi, péré hô deûz savet hô c’haloun em énep, ével eunn avel a vosen.
Ezekiel 17:15Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout?
Ezekiel 21:20Eunn hen̄t a likii dré béhini éz ai ar c’hlézé étrézé Rabbat é brô bugalé Ammon, hag étrézé brô Juda, da Jéruzalem kéar kré-brâz.
Hosea 9:9Abaoé deisiou Gabaa en deûz péc’het Israel: énô é arzaôchon̄t; hôgen ar brézel hô deûz bét é Gabaa out mipien ar fallagriez, na dizô két anézhô.
Zephaniah 2:8Klevet em eûz kunuc’hennou Moab, ha drouk-prézégou bugalé Ammon, péré hô deûz gwall-aozet va fobl, hag a zô braséet diwar goust hé harzou.