Levr Yehezkel 22:11
Pép-hini anézhô en deûz gwallet grég hé nésa; ann tâd-kaer en deûz gwallet gan̄d eur c’hadélez hé verc’h-kaer; ar breûr en deûz gwallet enn-od hé c’hoar, merc’h hé dâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Mézégez hô zâd hô deûz dizôlôet enn-od; saotr ar c’hrég enn hé misiou hô deûz vuéléet enn-od.
Cross References
Leviticus 18:6Dén na dôstai oud ar vaouez a zô kar d’ézhan̄ dré ar goâd, évit dizôlei hé vézégez. Mé eo ann Aotrou.
Leviticus 18:15Na zizôlôi két mézégez da verc’h-kaer; râg grég da vâb eo; ha na zizôlôi kéd hé noazder.
Leviticus 20:10Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.
Leviticus 20:17Mar d-a eur ré da gavout hé c’hoar, merc’h hé dâd, pé merc’h hé vamm, ha mar gwél hé mézégez, pé mar gwel-hî hé vézégez-hén̄; eunn torfed brâz hô deûz gréat, hag é vézin̄t lazet dirâg ar bobl, ô véza ma hô deûz diskouézet hô mézégez ann eil d’égilé; hag hî a zougô hô fallagriez.
Deuteronomy 27:22Hag hén̄ a lavaraz da Zan: Dan a zô ével eul léon iaouan̄k, en em skiña a rai pell diouc’h Basan.
2 Samuel 13:14Hôgen na fellaz két d’ézhan̄ en em rei d’hé fédennou; hag ô véza ma oa kréoc’h égét-hî, dré ners é wallaz anézhi. (T).