Levr Yehezkel 22
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Ha té, mâb dén, ha na varni-dé két, ha na varni-dé két ar géar a c’hoad?
3Diskouéza a ri d’ézhi hé holl argarzidigézou, hag é liviri: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Houn-nez eo ar géar a skuḻ ar goâd enn hé c’hreiz, évit ma teui hé amzer; hag é deûz gréat idolou enn hé éneb hé-unan, évid en em zaotra.
4En em wallet oud, gan̄d ar goâd éch eûz skuḻet; en em zaotret oud, gan̄d ann idolou éc’h eûz gréat; ha té éc’h eûz tôstéet da zeisiou, hag éc’h eûz hastet amzer da vloavésiou; râk-sé em eûz da rôet da zismégan̄s d’ar brôadou, ha da c’hoapérez d’ann holl vrôiou.
5Ar ré a zô tôst, hag ar ré a zô pell a drec’hô ac’hanod: té péhini a zô en em zaotret, a vézô brudet ha brâz da ziskar.
6Chétu holl brin̄sed Israel a zô en em harpet war hô bréac’h évit skuḻa goâd enn-od.
7Gwallet hô deûz enn-od tâd ha mamm, duet hô deûz enn da greiz ann diavésiad, glac’haret hô deûz enn-od ann emzivad hag ann in̄tan̄vez.
8Va zan̄tuar éc’h eûz disprizet, ha va deisiou sabbat éc’h eûz saotret.
9Labennérien a zô bét enn-od évit skuḻa ar goâd; war ar ménésiou hô deûz débret enn-od; gwallou hô deûz gréat enn da greiz.
10Mézégez hô zâd hô deûz dizôlôet enn-od; saotr ar c’hrég enn hé misiou hô deûz vuéléet enn-od.
11Pép-hini anézhô en deûz gwallet grég hé nésa; ann tâd-kaer en deûz gwallet gan̄d eur c’hadélez hé verc’h-kaer; ar breûr en deûz gwallet enn-od hé c’hoar, merc’h hé dâd.
12Rôou hô deûz digéméret enn-od, évit skuḻa ar goâd; eur gounid hag eur c’hampi direiz éc’h eûz digéméret; hag éc’h eûz duet da nésa dré bizoni; hag éc’h eûz va an̄kounac’héet, émé ann Aotrou Doué.
13Râk-sé chétu em eûz stoket va daouarn a-énep da bizoni, hag a-éneb ar goâd a zô bét skuḻet enn da greiz.
14Da galoun hag hî a hellô en em harpa, da zaouarn hag hî a hellô en em fougéa, enn deisiou a zigasinn d’id? Mé eo ann Aotrou em eûz komzet, hag é rinn.
15Râk mé a skiñô ac’hanod é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô ac’hanod é-kreiz ar boblou: hag é likiinn da éhana enn-od da hudurez.
16Ha mé a berc’henno ac’hanod dirag ar brôadou: ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
17Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
18Mâb dén, tî Israel a zô bét trôet évid-oun é kenn; holl éz in̄t arem, ha stéan, hag houarn, ha ploum é-kreiz ar fornigel; kenn arc’han̄t in̄t deûet.
19Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma oc’h bét trôet holl é kenn, râk-sé chétu hô strollinn holl é-kreiz Jéruzalem,
20Ével ma strolleur ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ar stéan, hag ann houarn, hag ar ploum é-kreiz ar fornigel; é chouézinn tân war-n-ézhô évid hô zeûzi; ével-sé é strollinn ac’hanoc’h em frouden, hag em buanégez, hag é arzaôinn; hag é teûzinn ac’hanoc’h.
21Ha mé hô strollô, hag a c’houézô war-n-hoc’h va frouden, hag é viot teûzet enn hé c’hreiz.
22Ével ma teûzeûr ann arc’han̄t é-kreiz ar fornigel, ével-sé é viot teûzet enn hé c’hreiz; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô skuḻet va frouden war-n-hoc’h.
23Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
24Mâb dén, lavar d’ézhô: Eunn douar dic’hlan oud, né két bét glépiet gan̄d ar glaô é deiz va frouden.
25Ar brofeded a zô b ét dispac’het enn hé c’hreiz; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.
26Hé béleien hô deûz disprizet va lézen, ha saotret va zan̄tuar; n’hô deûz két gréat a zishévélédigez étré eunn dra san̄tel hag eunn dra ne d-eo ket san̄tel: n’hô deûz két gwézet anaoud eunn dra dic’hlan dioud eunn dra glân; distrôet hô deûz hô daoulagad diouc’h va deisiou sabbat, ha saotret é oann enn hé c’hreiz.
27Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.
28Hé froféded a lékéa war-n-ézhô prî divesk; hî a wélé traou gwân, hag a ziougané d’ézhô gévier, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué; pa n’en dôa két komzet ann Aotrou.
29Pobl ar vrô a zrouk-komzé bépréd, hag a skrapé dré ners; ann tavan̄tek hag ar paour a c’hlac’haren̄t, hag ann diavésiad a wasken̄t gan̄d ho drouk-komsiou hép reiz.
30Klasket em eûz eunn dén enn hô zouez, hag a zavché ével eur c’haé, hag a zeûjé da énébi ouz-in évid ar vrô-zé, gan̄d aoun na zispenfenn anézhi; ha n’em eûz két kavet.
31Hag em eûz skuḻet war-n-ézhô va frouden; hô dispennet em eûz é tân va buanegez: hô hen̄t em eûz distaolet war hô fenn, émé ann Aotrou Doué. ———— XXIII. PENNAD Samari ha Jéruzalem dindan arouéz diou c’hoar, Oolla hag Ooliba.