Levr Yehezkel 23:17
Ha mipien Babilon a zeûas d’hé c’havout é gwélé hé lousdôni, hag a zaotraz anézhi gan̄d hô lousdoniou; hag hî a oé saotret gan̄t-hô, hag hé c’haloun é doe hé gwalc’h anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Hi hô c’haraz dreist-penn pa hô gwélaz, hag a gasaz kannaded d’ézhô er C’haldéa.
Cross References
2 Samuel 13:15Neûzé é savaz é Amnon eur c’has brâz-meûrbéd out-hi: enn hévélep doaré ma oa brasoc’h ar c’hâs en dôé out-hî, égét na oa bét ar garan̄tez en dôa ken̄t évit-hi. Hag Amnon a lavaraz d’ézhi: Saô, ha kéa-kuît.
Ezekiel 23:22Râk-sé, Ooliba, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai da zével énn da énep da holl orgédérien, a béré en deûz da éné bét hé walc’h; ha mé ho strollô enn da énep trô-war-drô.