The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 23

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in; ô lavarout:

2Mâb dén, diou c’hrég a oé merc’hed d’ann hévélép mamm.

3Hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez enn Éjipt, enn hô iaouan̄ktiz in̄t en em rôet d’ar c’hadélez; énô eo bét gwasket war hô bronnou, énô eo bét tarzet penn-bronnou hô gwerc’hded.

4Ar gôsa anézhô a oa hanvet Oolla, hag hé c’hoar iaouan̄k Ooliba; d’in in̄t bét, hag hî hô deûz ganet mipien ha merc’hed; hôgen ann hini a zô hanvet Oolla eo Samari, hag Ooliba Jéruzalem.

5Hôgen Oolla en em rôaz d’ar c’hadélez em énep, hag a garaz dreist-penn hé orgédérien, ann Assiried hé amézéien,

6Gwisket é glâz, péré a oa prin̄sed, ha bleñérien, ha tûd-iaouan̄k gadal, holl marc’héien, piñet war gézek.

7Hag hî a zô en em roet d’ar c’hadélez gan̄d ann dûd dilennet-zé, holl mipien ann Assiried: hag hî a zo en em zaotret gan̄d holl hudurézou hé orgédérien.

8Né deûz két dilézet zô-kén ar c’hadélez é dôa bét enn Éjipt; râg hî hô dôa ivé kousket gan̄t-hi enn hé iaouanktiz, tarziet hô dôa penn-bronnou hé gwerc’hded, hag hô dôa skuḻet hô gadélez war-n-ézhi.

9Râk-sé em eûz hé lékéat étré daouarn hé orgédérien, étré daouarn mipien Assur, péré é deûz karet dreist-penn.

10Hî eo hô deûz dizôlôet hé mézégez, hô deûz kéméret hé mipien hag hé merc’hed, hag hô deûz hé lazet hé-unan gan̄d ar c’hlézé: hag hî a zô bét brudet é-touez ar c’hragez, ô véza ma hô deûz gréat barn war-n-ézhi.

11Goudé m’é dôé gwélet kémen̄t-sé hé c’hoar Ooliba, en em rôaz gwasoc’h éget-hô d’ar c’hadélez; hag en em zaotra a réaz dreist hé c’hoar.

12Da vipien ann Assiried eo en em rôet divéz; ha d’ann duged, ha d’ar vlénérien a zeûé étrézég enn-hi, gan̄d diḻad a bép liou, ha d’ar varc’héien a oa piñet war gézek, ha da dûd-iaouan̄k a zoaré vad.

13Gwélet em eûz pénaoz é oa saotret hen̄t ann eil hag ében anézhô.

14Hag Ooliba a greskaz c’hoaz hé gadélésiou; pa é doé gwélet tûd livet war ar vôger, skeûdennou ar C’haldéed roudennet gan̄t livou,

15Hag hî gourizou-klézé oud hô dargreiz, ha mitrou livet war hô fenn, hag hô duged holl diouc’h ann doaré, hag hén̄vel out mipien Babilon ha brô ar C’haldéed, é péhini é oan̄t ganet,

16Hi hô c’haraz dreist-penn pa hô gwélaz, hag a gasaz kannaded d’ézhô er C’haldéa.

17Ha mipien Babilon a zeûas d’hé c’havout é gwélé hé lousdôni, hag a zaotraz anézhi gan̄d hô lousdoniou; hag hî a oé saotret gan̄t-hô, hag hé c’haloun é doe hé gwalc’h anézhô.

18Lakaad a réaz enn noaz hé c’hadélez, hag é tizôlôaz hé mézégez; ha va éné en em dennaz diout-hi, ével ma oa en em dennet va éné dioud hé c’hoar.

19Râg hî é deûz paottet hé c’hadélez, ô kaout koun eûz a zeisiou hé iaouan̄ktiz, é péré é oa en em rôet d’ar chadélez e douar ann Éjipt.

20Hag en em rôet eo hî d’ar c’hadélez gan̄d orgédérien, kîk péré a zô ével kîg ann azéned, hag hô divéradur ével divéradur kézek.

21Névézet éc’h eûz gwallou da iaouan̄ktiz, pa eo bét gwasket war da vronnou enn Éjipt, pa eo bét tarzet penn-bronnou da werc’hded.

22Râk-sé, Ooliba, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai da zével énn da énep da holl orgédérien, a béré en deûz da éné bét hé walc’h; ha mé ho strollô enn da énep trô-war-drô.

23Mipien Babilon, hag ann holl Galdéed, ann dûd vrudéta, ar rouéed hag ar brin̄sed, holl vipien ann Assiria, ann dûd-iaouan̄k a zoaré vâd, ann holl zuged hag ann holl vléñerien, hag ar ré vrudéta holl é-touez ar varc’héien:

24Hag é teûin̄t enn da énep gan̄t kalz a girri hag a rôdou, hag eul lôd brâz a boblou; sével a rain̄t enn da énep a bép tû, hag hi armet a harnézou, a dirennou, hag a dôkou-houarn; hag é rôinn ar varnédigez dira-z-hô, hag hî a varnô ac’hanod hervez hô barnédigézou hô-unan.

25Ha mé a lakai va oaz enn da énep, hag hî hé zévénô gan̄t frouden; trouc’ha a rain̄t da frî ha da ziskouarn; hag ar péz a vézô choumet a gouézô dindân ar c’hlézé; da vipien ha da verc’hed a gémérin̄t; hag ann dilerc’h ac’hanod a vézô dévet gan̄d ann tân.

26Diwiska a rain̄t da ziḻad d’id, hag é skrapin̄t da annézou ar ré dalvoudusa.

27Ha mé a lakai da éhana da wall enn-od, hag ar c’hadélez éz pôa digaset eûz a zouar ann Éjipt; na zavi mui da zaoulagad étrézég enn-hô, ha n’az pézô mui a goun eûz ann Éjipt.

28Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai ac’hanod étré daouarn ar ré a gaséez, étré daouarn ar ré, a béré en deûz da éné bét hé walc’h.

29Hag hî en em rénô enn da gén̄ver gan̄t kasoni, hag a gémérô da holl labouriou, hag az lézô enn-noaz ha leûn a véz, hag a ziskouézô noazded da c’hadélésiou, da wallou, ha da c’hastaouérézou.

30Ével-sé é rain̄t d’id, ô véza ma oud en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d ar brôadou, é-touez péré oud en em saotret gan̄d hô idolou.

31É hen̄t da c’hoar éc’h eûz baléet, hag é likiinn hé c’hôp enn da zourn.

32Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Éva a ri eûz a gôp da c’hoar, péhini a zô lédan ha doun; béz’ é vézi da c’hoarz ha da c’hoapérez; râk brâz meurbéd eo.

33Leûniet é vézi a vézventi hag a c’hloaz gan̄d ar c’hôp a c’hlac’har hag a zoan-zé, gan̄t kôp da c’hoar Samari.

34Hé éva a ri, hag éc’h évi bétég al lec’hid; ann darniou anézhan̄ a loun̄ki, hag é tiframmi da zivronn; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

35Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein, é tougi ivé da wall ha da c’hadélésiou.

36Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout: Mâb dén, ha na varnez-té két Oolla hag Ooliba, ha na zisklériez két d’ézhô hô gwallou?

37Râg gragez avoultr in̄t, hag hô daouarn a zô leûn a c’hoad; hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d hô idolou; hag ouc’h-penn, ar vugalé hô dôa ganet évid-ounn, hô deûz kenniget d’ézhô évid hô loun̄ka.

38Hôgen kémen̄t-man̄ hô deûz ivé gréat d’in: va zan̄tuar hô deûz saotret enn deiz-zé, ha va deisiou sabbat hô deûz gwallet.

39Ha pa lazen̄t hô bugalé dirâg hô idolou, hag éz éan̄t em san̄tuar enn deiz-zé évid hé zaotra; kémen̄t-sé hô deûz gréat é-kreiz va zî.

40Hag hî hô deûz klasket tûd péré a zeûé a bell, da béré hô dôa kaset kannaded; ha chétu hî a zô deûet; ha té a zô en em walc’het, hag éc’h eûz lékéat liou dindân da zaoulagad, hag oud en em gin̄klet é doaré ar merc’hed a neûz vâd.

41War eur gwélé eûz ar ré gaéra oud bét gourvézet, hag eunn daol kin̄klet-kaer a zô bét lékéat dira-z-od; hag éc’h eûz lékéat war-n-ézhi va ézan̄s ha va louzou-c’houés-vad.

42Hag é kléved enn-hi mouéz eul lôd brâz a dûd a ioa el lévénez: hag ô kémérout hiniennou eûz ann dûd a zigased eûz ann distrô, é lékéjon̄t lagadennou-bréac’h enn hô daouarn, ha kurunennou skéduz war hô fennou.

43Neûzé é liviriz d’ann hini a zô kôséet enn avoultriez: Hag hou-man̄ en em rôi c’hoaz d’hé c’hadélez?

44Hag hî a zô éad d’hé c’havout ével m’az éeur da gavout eur c’hrég fall; ével-sé in̄t bét éat da gavout Oolla hag Ooliba, ar gwall c’hragez-zé.

45Râk tûd gwirion in̄t; hi a varnô anézhô ével ma varneur ann avoultrérézed, ével ma varneur ar ré a skuḻ ar goâd; ô véza ma in̄t avoultrérézed, ha ma éz eûz goâd enn hô daouarn.

46Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Digas out-hô eul lôd brâz a dûd, ha rô-hi d’ar reustl ha d’ar preiz.

47Ra zeûi ar boblou d’hô labéza gan̄t mein, ha d’hô zoulla gan̄d hô c’hlézeier; ra lazin̄t hô mipien hag hô merc’hed; ra zevin̄t hô ziez gan̄d ann tân.

48Ével-sé é laminn ar gwall eûz ar vrô, hag ann holl c’hragez a zeskô da dec’hout diouc’h gwallou ar ré-man̄.

49Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué. ———— XXIV. PENNAD Marô grég Ézékiel. Difenned eo d’ézhan̄ ôber kaon̄.

← Levr Yehezkel 22Read In The App, Free →Levr Yehezkel 24 →

Study Levr Yehezkel 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748