Levr Yehezkel 23:3
Hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez enn Éjipt, enn hô iaouan̄ktiz in̄t en em rôet d’ar c’hadélez; énô eo bét gwasket war hô bronnou, énô eo bét tarzet penn-bronnou hô gwerc’hded.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Mâb dén, diou c’hrég a oé merc’hed d’ann hévélép mamm.
Cross References
Leviticus 17:7Ha bikenn mui na lazin̄t hô hostivou d’ann diaoulou, gan̄t péré in̄t en em zaotret. Ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz évit-hô hag évid hô nésted.
Ezekiel 16:22Ha goudé da holl argarzidigézou ha da c’hadélézou, n’éc’h eûz két bét a goun eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, pa oaz enn noaz, ha leûn a véz, ha flastret enn da c’hoad.
Ezekiel 20:8Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.
Ezekiel 23:19Râg hî é deûz paottet hé c’hadélez, ô kaout koun eûz a zeisiou hé iaouan̄ktiz, é péré é oa en em rôet d’ar chadélez e douar ann Éjipt.
Ezekiel 23:34Hé éva a ri, hag éc’h évi bétég al lec’hid; ann darniou anézhan̄ a loun̄ki, hag é tiframmi da zivronn; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.