Levr Yehezkel 25:13
Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 34:1Er pévarzékved bloaz euz a rén Ézéc’hias, é piñaz Sennachérib, roué ann Assiried, a-éneb ann holl geriou kré eûz a Juda, hag hén̄ hô c’héméraz.
Jeremiah 7:20Tréménet eo ar médérez, éat eo ann han̄v ébiou, ha nî n’omp két dieûbet.
Jeremiah 49:7Eur c’hôp aour é dourn ann Aotrou eo Babilon, hag hén̄ en deûz mezviet ann douar holl; ar brôadou hô deûz évet eûz hé wîn, ha dré-zé in̄t bét kéflusket.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.
Ezekiel 14:13Mâb dén, pa béc’hô eur vrô em énep, oc’h ôber gwallou, é astenninn va dourn war-n-ézhi, é torrinn gwalen hé bara, é kasinn enn-hi ann naounégez, hag é lazinn ann dûd hag al loéned.