The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 25

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, trô da zaoulagad out bugalé Ammon, ha diougan diwar hô fenn;

3Ha lavar da vugalé Ammon: Sélaouit gér ann Aotrou Doué. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz lavaret: Mâd, mâd, diwar-benn va zan̄tuar, pa eo bét saotret; ha diwar-benn douar Israel, pa eo bét gwastet; ha diwar-benn tî Juda, pa in̄t bét kaset é sklavérez:

4Râk-sé é rôinn ac’hanod da zigouéz da vugalé ar sâv-héol; hag hî a zavô hô c’hréier-dén̄ved enn-od, hag a steñô hô zeltou enn da greiz; hî a zebrô da frouez, hi eo a évô da léaz.

5Lézel a rinn ar gan̄valed da von̄t da choum é Rabbat (T), ha brô bugalé Ammon da véza léac’h gourvez ann tropellou; ha c’houi a wézô penaoz eo mé ann Aotrou.

6Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel;

7Râk-sé chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a rôi ac’hanod da breiz d’ar brôadou; da lémel a rinn eûz a douez ar boblou, da zispenna a rinn diwar ann douar, da vrévi a rinn; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

8Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma hô deûz lavaret Moab ha Séir: Chétu tî Juda ével ann holl vrôadou:

9Râk-sé é tigorinn skoaz Moab eûz ar c’hériou, eûz hé gériou, émé-vé, hag eûz hé harzou, ar ré gaéra eûz ar vrô, Bétjésimot, ha Béelméon, ha Kariataïm,

10Da vugalé ar sâv-héol gan̄t bugalé Ammon; hag hé rôinn d’ézhô é digouéz; évit na vézô mui a goun eûz a vugalé Ammon é-touez ar brôadou,

11Ober a rinn ivé barn war Voab; hag hî a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou.

12Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma é deûz gwall c’hréat ann Idumea, pa eo en em ven̄jet eûz a vugalé Juda; ma é deûz péc’het-brâz, pa é deûz ioulet en em ven̄ji anézhô:

13Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.

14Ha mé a rôi va ven̄jan̄s war ann Iduméa dré zourn va fobl a Israel; hag hî a rai é-kén̄ver Édom hervez va buanégez, ha va frouden; hag ann Iduméed a wézô pétrâ eo va ven̄jan̄s, émé ann Aotrou Doué.

15Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma hô deûz ar Filistined gréat ven̄jan̄s, ma in̄t en em ven̄jet a greiz hô c’haloun, enn eul laza, évit gwalc’ha eur gasoni gôz:

16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ar Filistined, hag é lazinn al lazérien-zé, hag é tispenninn dilerc’hiou aod ar môr.

17Ha mé a rai war-n-ézhô ven̄jan̄sou brâz, oc’h hô c’hroza em frouden; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô rôet va ven̄jan̄s war-n-ézhô. ———— XXVI. PENNAD Disman̄tr Tir.

← Levr Yehezkel 24Read In The App, Free →Levr Yehezkel 26 →

Study Levr Yehezkel 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748