Levr Yehezkel 26:17
Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id: Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 1:19Ar ré vrudéta, ô Israel, a zô bét lazet war da vénésiou: pénaoz eo bét kouézet ar ré gré?
Isaiah 14:12Pénaoz oud-dé kouézet eûz ann én̄v, Lusifer, té péhini a zavé diouc’h ar min̄tin? Pénaoz oud-dé kouézet d’ann douar, té péhini a c’houlié ar brôadou?
Isaiah 23:8Éhanet eo lévénez ann taboulinou, na gleveur mui trouz ar cholori, tavet eo soun c’houék ann délen.
Lamentations 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 129-137) ◄ Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. Levr ar Profed Baruc’h. ► KEINVANOU JÉRÉMIAS. ———— Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz: ———— I. PENNAD. Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem. ALEPH. 1 Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou? BETH.
Ezekiel 19:14Hag eunn tan a zô savet eûz a wialen hé skourrou, péhini en deûz loun̄ket hé frouez; ha na oé mui enn-hi a wialen gré da walen d’ar brin̄sed. Eur c’haon̄ eo hag eûr c’haon̄ é vézô. ———— XX. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’hé bobl hé idolatri.