The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 26

1Enn unnekved bloaz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, ô véza ma é deûz Tir lavaret eûz a Jéruzalem: Mâd, torred eo persier ar boblou; trei a rai étrézég enn-oun; en em leûnia a rinn, hag hî a vézô didûd.

3Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé ouz-id, ô Tir; ha mé a lakai da zével enn da énep kalz a vrôadou, ével ma laka ar môr da zével hé goummou.

4Hag hî a ziskarô muriou Tir, hag a freûzô hé zouriou; ha me a skrabô ar poultr anézhi; hag é likiinn anézhô ével eur méan al lampra.

5Da eul léac’h da zec’ha ar rouéjou é teûi é-kreiz ar môr, ô vésa ma em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué; hag hî a vézô da breiz d’ar brôadou.

6Hé merc’hed ivé, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zigasô da Dir eûz ann han̄ter-nôz Nabukodonosor, roué Babilon, roué ar rouéed, gan̄t kézek, ha kirri, ha marc’héien, hag ul lôd brâz a dûd hag a boblou.

8Da verc’hed, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé; kréou ha savennou douar a zavô enn dro d’id; ann diren a c’horréô enn da énep.

9Koadennou ha tourzed a zavô oud da vuriou, hag é tiskarô da douriou gan̄d hé armou.

10Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.

11

12Gwasta a rain̄t da vadou, preiza a rain̄t da varc’hadourez: da vuriou a ziskarin̄t, ha da diez ar ré gaéra a daolin̄t d’ann douar; hag hî a daolô é-kreiz ann douréier da vein, da goat, ha da boultr.

13Ha mé a lakai da éhana da holl ganaouennou, ha na vézô klévet mui soun da délennou.

14Ha mé az lakai ével eur méan al lampra; don̄d a rî da véza ével eul léac’h da zéc’ha ar rouéjou; ha na vézi két savet hivizikenn; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou.

15Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Dir: Ha na grénô két ann énézi gan̄t trouz da ziskar, gan̄t keinvan ar ré a vézô lazet enn da greiz?

16Hag holl brin̄sed ar môr a ziskennô diwar hô zrônou; hag hî a zilézô arouésiou hô galloud, a zistolô hô gwiskou marellet, hag a vézô leûn a spount; war ann douar éc’h azézin̄t, hag é vézin̄t souézet gan̄d da ziskar ken trumm.

17Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id: Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl?

18Neûzé é vézô saouzanet al listri é deiz da spoun̄t; hag ann énézi a vézô kéflusket er môr, ô véza n’az ai hini er méaz ac’hanod.

19Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: P’am bézô da rôet da eur géar disman̄tret, ével ar c’hériou é péré né choum dén; hag em bézô digaset war-n-od al loun̄k, hag é vézi gôlôet gan̄t kalz a zouréier.

20P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô;

21É kasinn ac’hanod da-gét, ha na vézi mui, hag ann hini az klaskô n’az kavô mui da-vikenn, émé ann Aotrou Doué. ———— XXVII. PENNAD Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Tir.

← Levr Yehezkel 25Read In The App, Free →Levr Yehezkel 27 →

Study Levr Yehezkel 26

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748