Levr Yehezkel 26:20
P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:30Hôgen mar grâ ann Aotrou eunn dra névez, ha mar teû ann douar da zigéri, ha d’ho loun̄ka hî ha kémen̄d a zô d’ézhô; ha ma tiskennon̄t ez-véô enn ifern, é wiot pénaoz hô deûz drouk-pédet gan̄d ann Aotrou.
Job 30:3Tûd dizéc’het gan̄d ann diénez ha gan̄d ann naoun, péré a griñé ar péz a gaven̄t enn distrô, hag a oa dic’hiz gan̄d ar c’hlac’har hag ar reûz:
Psalms 28:1Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou, va Doué, na dav két em c’hén̄ver; gan̄d aoun, ma tavchez em c’hén̄ver, na venn hén̄vel oud ar ré a ziskenn el lenn.
Isaiah 4:5Hag ann Aotrou a lakai da zével war holl vénez Sion, hag el léac’h ma eo azeûlet, eur goabren déval héd ann deiz, ha skéd eur flamm béô héd ann nôz; râg hén̄ a warezô hé c’hloar é pép léac’h.
Isaiah 59:10Gan̄d eul lévénez vrâz en em laouénainn enn Aotrou, ha va éné a dridô em Doué: râk va gwisket en deuz gan̄t gwiskou ar zilvidigez, va gôlôet en deûz gan̄t man̄tel ar reizded, ével eur pried kin̄klet gan̄d eur gurunen, hag ével eur brîed kaéréet gan̄d hé bragéérézou.
Ezekiel 28:25Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: P’am bézô strollet tî Israel eûz a vesk ar boblou é-touez péré em eûz hô skiñet, é vézinn san̄télet enn-hô dirâg ar brôadou; hag hî a choumô enn hô douar, em bôa rôet da Jakob, va zervicher.