Levr Yehezkel 28:12
Ha lavar d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Té a ioa ar ziel hévél oc’h Doué (M), leûn a furnez ha klôk a gaerded:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout: Mâb dén, grâ keinvan diwar-benn roué Tir,
Cross References
Proverbs 21:30N’eûz kéd a furnez, n’eûz kéd a boell, n’eûz kéd a guzul a-éneb ann Aotrou.
Isaiah 14:4É kéméri ar barabolen-man̄ a-énep roué Babilon, hag é liviri: Pétrâ eo deûet ann heskiner-zé, pénaoz eo éhanet ar gwiriou a zavé?
Jeremiah 9:23Mé a oar, Aotrou, pénaoz hen̄t ann dén na zalc’h két diout-han̄: ha penaoz né két dré-z-han̄ hé-unan̄ é valé, hag é kerz ann dén.
Ezekiel 19:14Hag eunn tan a zô savet eûz a wialen hé skourrou, péhini en deûz loun̄ket hé frouez; ha na oé mui enn-hi a wialen gré da walen d’ar brin̄sed. Eur c’haon̄ eo hag eûr c’haon̄ é vézô. ———— XX. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’hé bobl hé idolatri.
Ezekiel 27:2Té éta, mâb dén, gra eur c’heinvan diwar-benn Tir:
Ezekiel 28:2Mâb Dén, lavar da brin̄s Tîr: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma eo bét savet da galoun, ha ma éc’h eûz lavaret: Doué ounn, hag ounn azézet é kador Doué é-kreiz ar môr: pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, ha ma éc’h eûz rôet da galoun ével kaloun eunn Doué.