Levr Yehezkel 28:13
É dudiou paradoz Doué oud bét: pép méan talvouduz a c’hôlôé ac’hanod; ar sardon, ann topaz, ar jasp, ar c’hrizolit, ann oniks, ar béril, ar safir, ar c’harboun̄kl, hag ann éméroden, hag ann aour a greské da skéd; hag ar zutellou a zô bét aozet évid ann deiz é péhini oud bét krouet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 28:19Na vézô két lékéat hével out topaz ann Etiopia, nag out liou ar ré skédusa.
Isaiah 23:16Eûz a benn ar béd hon eûz klévet meûleudiou, gloar ann dén reiz. Ha mé em eûz lavaret: Al lavar kuzet a zô évid-oun, al lavar-kuzet a zô évid-oun, gwâ mé; torret eo al lézen gan̄t-hô, gan̄d disléalded eo torret gan̄t-hô.
Isaiah 51:3Eunn dén displéd eo, hag ann distéra eûz ann dûd, eunn dén a c’hlac’har, hag a oar pétrâ eo gouzan̄vi; ével kuzet eo hé zremm; disprizet eo, ha n’hon eûz két hé anavézet.