Levr Yehezkel 28:17
Savet eo bét da galoun enn da skéd; kollet éc’h eûz da furnez enn da gaerded; da ziskaret em eûz d’ann douar; dirâg ar rouéed em eûz da lékéat évit ma wélin̄t ac’hanod.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 73:18Ével enn eur spi éc’h eûz hô lékéat; hô diskaret éc’h eûz pa en em uc’héléen̄t.
Proverbs 11:2El léac’h ma vézô ar rôgen̄tez, énô é vézô ivé ann dismégan̄s; hôgen el léac’h ma éma ar vueldéd, énô éma ivé ar furnez.
Isaiah 14:9Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.
Isaiah 25:12Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.
Jeremiah 8:9Ha na emwélinn két ar ré-zé, émé ann Aotrou? Ha na en em veñjo két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr?
Ezekiel 16:41Dévi a rain̄t ivé da diez gan̄t tân, hag hî a rai war-n-od barnédigézou dirâk kalz a verc’hed; ha té a éhanô da ôber gadéléziou; ha na rôi mui a c’hôbr.