Levr Yehezkel 28:18
Gan̄d al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha gan̄t fallagriez da werzidigez éc’h eûz saotret da zan̄télez; lakaad a rinn éta da zon̄d er-méaz ac’hanod eunn tân hag a loun̄kô ac’hanod; hag é likiinn ac’hanod da gouéza é ludu war ann douar dirâg ar ré holl az gwélô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 9:15Hag hî a lavaraz dézhô: Ma likiid ac’hanoun évit-gwîr da roué d’é-hoc’h, deûit, ha diskuizit dindân va skeûd: hôgen ma na fell két d’é-hoc’h, ra zavô tân eûz ar vôden, ha ra zevô gwéz-sedr al Liban.
Ezekiel 28:2Mâb Dén, lavar da brin̄s Tîr: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma eo bét savet da galoun, ha ma éc’h eûz lavaret: Doué ounn, hag ounn azézet é kador Doué é-kreiz ar môr: pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, ha ma éc’h eûz rôet da galoun ével kaloun eunn Doué.
Ezekiel 28:16Gan̄d da werzidigez vrâz, eo bét leûn da galoun a fallagriez, hap éc’h eûz péc’het; hag em eûz da zistolet eûz a vénez Doué, hag em eûz da gollet, ô kérubin gwarézer, eûz a greiz ar vein lugernuz.
Amos 1:14Tân a gasinn war vuriou Rabha: hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.
Amos 2:5Tân a gasinn é Juda: hag hén̄ a zevô tiez Jéruzalem.