Levr Yehezkel 28:4
Gan̄d da furnez ha gan̄d da boell oud deûet da véza kré, hag éc’h eûz dastumet aour hag arc’han̄t enn da den̄zoriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Chétu te a zô furoc’h égét Daniel; n’eûz disgwél é-bed kuzet d’id.
Cross References
Proverbs 18:11Danvez ann dén pinvidik a zô ével eur géar gré, hag ével eur vur déô war-drô d’ézhan̄.
Ecclesiastes 9:11Trôed ounn enn ennn tû all, hag em eûz gwélet pénaoz né két ar réd évid ar ré skan̄va, nag ar brézel évid ar ré gréva, nag ar bara évid ar ré fûr, nag ar madou évid ar ré zesket, nag ar c’hrâd-vâd évid ar vichérourien; hôgen éz â pép-trâ diouc’h ann amzer hag ann darvoud.
Daniel 5:11Béz’ éz eûz eunn dén enn da rouan̄télez, hag a zô spéred ann douéed san̄tel enn-han̄; hag é péhini eo bét kavet é deisiou da dâd ar wiziégez, hag ar furnez: ha dré-zé da dâd, ar roué Nabukodonosor a lékéaz anézhan̄ da benn war ar ré fûr, ann diouganérien, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien; da dâd, émé-vé, ô roué.