Levr Yehezkel 29:3
Komz ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Faraon, roué ann Éjipt, aérouan̄t braz péhini a c’hourvez é-kreiz da stériou hag a lavar: D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz va gréat va-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 8:17Hag ar môr-vran, hag ar bég-rôz, hag ar vran-nôz;
Psalms 76:7Té a zô heûzuz, ha piou a harzô ouz-id, pa ziskouézi da frouden?
Isaiah 27:1Gwâ Ariel, Ariel, ar géar out péhini é stourmaz David. Likiid eur bloaz war eur bloaz, hag hé lidou a wézô tréménet.
Ezekiel 28:22Ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Sidon, hag é vézinn san̄télet enn da greiz; ha da dûd a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô bét gréat barn enn-hi, hag é vézinn bét san̄télet enn-hi.
Ezekiel 32:2Mâb dén, grâ eur c’heinvan diwar-benn Faraon, roué ann Éjipt, ha lavar d’ézhan̄: Out léon ar brôadou oud bét hén̄vel, hag oud ann aérouan̄t a zô er môr: skei a réez gan̄d da gorn kémen̄d a oa enn da steriou, tévalaad a réez ann doureier gan̄d da dreid, hag é vac’hez hô steriou.